Arabat kemmeskañ gant Inizi Árainn e kontelezh Gaillimh, pe gant Eilean Arainn, un enezenn eus Bro-Skos.

Árainn Mhór (hervez an iwerzhoneg) pe Arranmore (hervez ar saozneg) zo un enezenn vras e Kontelezh Dún na nGall, an eil enezenn vrasañ en Iwerzhon.

Árainn Mhór, gant an douar-bras er pelloù

Poblet e oa gant 528 den e 2006 (ouzhpenn 600 e 1996). E-pad an hañv avat e c'hall bezañ ouzhpenn 1000 a dud en enez, gant an douristed. Iwerzhoneg a vez komzet gant an enezourien, hag ul lodenn eo eus Gaeltacht Dún na nGall.

Árainn eo anv hengounel an enez hag ouzhpennet e oa bet an anv-gwan mór (meur, bras) n'eus ket gwall bell. Un anv all a veze roet dezhi ivez gwechall : Árainn Uí Dhomhnaill ("Árainn tiegezh Ó Domhnaill").

Emañ Árainn Mhór war-hed 5 km diouzh an douar-bras, dirak porzh Ailt an Chorráin (Burtonport) ha liammet eo ouzh ar porzh-se gant linennoù bigi.

Liammoù diavaez kemmañ