Érec et Énide (Erec et Enide er skrid orin) zo ur varzhoneg c'hallek gant Chrétien de Troyes war-dro 1160-1164 (dizemglev zo diwar-benn ar bloavezhioù resis etre an istorourien). An oberenn gentañ anavezet diwar e zorn eo, a-douez ar pemp anavezet, hag unan eus an teir echuet da vat.

Chaseal ar c'harv gwenn, diwar un dornskrid krennamzerel

7 000 gwerzenn zo en oberenn, skrivet en henc'halleg.

Anavezet eo dre seizh dornskrid disheñvel ha darnoù all. Awenet eo an oberour gant Historia Regum Britanniae. Unan eus ar c'hentañ romantoù kourtez eo. A-raok ar varzhoneg-mañ ne oa bet anv eus ar roue Arzhur nemet er gontadenn gembraek Culhwch ac Olwen.

Troidigezhioù kemmañ

Troet eo bet en alamaneg gant Hartmann von Aue, a skrivas Erec war-dro 1180.

Skrid all kemmañ

Geraint ac Enid, ar varzhoneg kembraek embannet e-touez ar Mabinogion, n'eo ket un droidigezh.

Lennegezh kemmañ

Liamm kemmañ