An .22 Long Rifle pe .22 LR, anvet alies 22 (anv metrek : 5.6 × 15 mmR) zo ur stumm boutin munisionoù skoet war o zro, .22 o c'halibr, da lavaret eo 22/100 ur meutad amerikan. Diazezet eo war ar c'halibroù .22 Short ha .22 Long. Implijet e vez e meur a seurt fuzuilhoù, karabinennoù, pistolennoù ha revolverioù. Munisionoù marc'hadmat int, resis war hedoù-tenn berr ha nebeud a argil gante.

.22 Long Rifle
Skeudenn ar pennad .22 Long Rifle

.22 Court - .22 Long Rifle - .22 Magnum - .22 Hornet
Doare
Kalibr .22 / 5,56 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ war an dro
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 5,56 mm
Ø kolier 5,7 mm
Ø stagell an douilhez 5,7 mm
Ø korf an douilhez 5,7 mm
Ø strad 7,1 mm
Hirder an douilhez 15,6 mm
Hirder ar gartouchenn 25,4 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 1,9 - 2,6 g
Tizh o vont e-maez V0 330 - 500 m/s
Energiezh ar vannadell 140 - 280 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Istor ha deskrivadur kemmañ

Ijinet e oa bet e 1887 gant ar saver armoù J. Stevens Arms & Tools Company p'en doa lakaet ur boled 40 greunenn (2,59 gram) war un douilhez .22 Long. E-touez ar c'hartouchennoù implijet ar muiañ hiziv an deiz eo an .22 LR hini vihanañ familh ar re 5,56 mm : munisionoù brezel evel ar 5,56 x 45 mm o dez ar memes kalibr met kalz galloudusoc'h int.

Implij kemmañ

Hervez an National Shooting Sports Foundation, ur gevredigezh stag ouzh industrielezh an armoù-tan er Stadoù-Unanet, ha meur a zen arbennik,[1] an .22 LR eo ar munision gwerzhet ar muiañ er bed. Ar c'halibr-mañ a zo ouzhpenn an hanter deus ar c'hartouchennoù produet er Stadoù-Unanet, hag unan deus ar re boblekañ eno.

Implijet e vez er sportoù tennañ evit kelenn diazezoù an tennañ d'an deraouidi hag e kenstrivadegoù 'zo evel ar benchrest pe ar garabinenn. Er biatlon e raer ivez gant ar c'halibr-mañ. Ne vez ket implijet en armoù-brezel, met stummoù .22 LR eus armoù-hiniennel brezel a zo bet produet a-wechoù en istor evit deskiñ dornata an armoù ha diazezoù an tennañ d'ar soudarded yaouank oc'h implijout munisionoù marc'hadmatoc'h evit ar re orin, evel da skouer el Lee-Enfield breizhveurat pe er c'harabinennoù WZ 45, a oa kopiennoù polonat eus ar fuzuilhoù Mosin-Nagant. Kalz armoù brudet a-vremañ o dez stummoù e .22 Long Rifle : AR-15 a bep seurt, Colt M1911, CZ P-09, Beretta 92, pe ar pistolennoù Glock en o zouez.

Implijet e vez gant ar chaseourien evit ar jiboez bihan hag evit lazhañ loened gwelet evel noazus evel an avanked-Spagn e Bro-C'hall pe ar c'hoioted e Norzhamerika, met difennet eo e broioù 'zo evel Frañs evit chaseal al loened karnek (kirvi, yourc'hed, moc'h-gouez da skouer) abalamour d'o nerzh re izel.

Variezonoù kemmañ

 
Boestadoù kozh kartouchennoù .22 LR eus ar merk alaman RWS.

Pouez kemmañ

40 greunenn (2,59 gram) eo pouez standard boledoù an .22 LR, met stummoù etre 20 ha 60 greunenn a zo anezhe. En Europa e kaver peurliesañ reoù 36, 38, 40 pe 45 greunenn da werzhañ.

Tizh kemmañ

Disheñvelaet e vez peurliesañ pevar variezon .22 LR diwar o zizh :

  • Subsonic, da lavaret eo dindan 340 m/s (metr dre segondenn). Nebeutoc'h a drouz a reont evit ar re all, dreist-holl pa implijer anezhe asambles gant ur reduer-son. Diaes eo implijout anezhe en armoù daomaotomatek abalamour d'o nerzh izel.
  • Standard : 341-369 m/s. Produerien 'zo evel RWS a renk e gwirionez munisionoù 320 pe 330 m/s e-touez ar re standard, daoust dezhe bezañ izeloc'h o zizh evit hini ar son.
  • High-velocity : tizh uhel, 370-400 m/s, evel ar Blazer (CCI) pe ar Federal Champion HV. Ar re-mañ a implijer kentoc'h en armoù damaotomatek.
  • Hyper-velocity pe Ultra-velocity : tizh uhel-kenañ, ouzhpenn 400 m/s, evel ar Stinger produet gant CCI pe ar Viper gwerzhet gant Remington. Nebeut-implijet int.

Doare boled kemmañ

Ar c'hartouchennoù .22 LR orin ha standard implijet er sportoù tennañ o dez boledoù plom ront o fenn (LRN, Lead Round Nose). Kavout a raer ivez boledoù kouevr pe toull o fenn evit chaseal dreist-holl.

Daveennoù kemmañ

  1. (en) Evel Jim HARMER, Top 15 most popular rifle cartridges, 13/02/2024
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan