.300 Winchester Magnum
Ar gartouchenn .300 Winchester Magnum, anvet ivez .300 Win Mag pe .300 WM (7,62 × 67 mm er stumm metrek) a zo ur munision krouet e 1963 gant an embregerezh Winchester Repeating Arms Company. Deveret eo eus an .375 H&H Magnum kemmet evit resev ur boled kalibr .30. En Europa hag e Norzhamerika e vez implijet kalz ar munision-mañ evit chaseal ar jiboez bras evel ar c'hirvi. Er bloavezhioù 1980 eo bet amprouet ha choazet ar gartouchenn-mañ evit ma vefe implijet gant Marines ar Stadoù-Unanet [1].
.300 Winchester Magnum | |
---|---|
Ur gartouchenn .300 Win Mag etre kartouchennoù .338 Win Mag (a-gleiz) ha .375 H&H (a-zehou). | |
Perzhioù | |
Kalibr | .30 7,62 mm |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Doare korf an douilhez | Belted, bottleneck |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,8 mm |
Ø kolier | 8,6 mm |
Ø stagell an douilhez | 12,4 mm |
Ø korf an douilhez | 13 mm |
Ø strad | 13,5 mm |
Hirder ar gartouchenn | 84,84 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 11,66 g |
Tizh mont e-maez V0 | 1003 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4300 bar |
Energiezh ar vannadell | 4888 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Liammoù diavaez kemmañ
- Taolenn ar munision .300 Win Mag war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
Daveennoù kemmañ
- ↑ marksman.over-blog.fr (21-05-2012). Les cartouches des fusils sniper à longue portée.. Kavet : 31-08-2020.