.338 Lapua Magnum
An .338 Lapua Magnum (8,58 x 70 mm) zo ur munision savet evit fuzuilhoù a-bell an arme. Krouet eo bet gant Nammo Lapua Oy hag an embregerezh finlandat Lapua e 1989.
.338 Lapua Magnum | |
---|---|
Perzhioù | |
Kalibr | .338 / 8,6 mm |
Doare korf an douilhez | Kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Finland |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 8,6 mm |
Ø kolier | 9,46 mm |
Ø stagell an douilhez | 13,82 mm |
Ø korf an douilhez | 14,91 mm |
Ø strad | 14,93 mm |
Hirder an douilhez | 69,20 mm |
Hirder ar gartouchenn | 93,5 mm |
Pouez | |
Pouez ar vannadell | 200-300 greunenn (13-19,4 g) |
Kargad poultr | 80-90 greunenn Norma MRP
(5,2-5,8 g) |
Tizh o vont e-maez V0 | 900 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | Pmax = 4 200 bar |
Energiezh ar vannadell | 6 200-6 600 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Orin kemmañ
E deroù ar bloavezhioù 1980 e klaske an US Marines Corps ur munision fuzuilhoù a-bell gouest da dreuziñ ar jiletennoù a-enep boledoù da 1000 metr. E 1983 e krogjont da labourat war ar raktres-se hag e 1985 e voe amprouet ur munision nevez. Mat e oa an disoc'h met gwelloc'h e kavas ar Marines kenderc'hel d'ober gant ar c'hartouchennoù .50 BMG standart e AFNA. Divizout a reas an embregerezh Lapua kenderc'hel e-unan gant diorren ar munision asambles gant an embregerezhioù SAKO hag Accuracy International. Ar gevrat kentañ sinet evit ar munision a voe e 2008 evit an L115A3 saoz.
Deskrivadur kemmañ
Ijinet eo bet evel ur munision a-enep tud, met gellet a raer ober gantañ a-enep dafar, evit karbedoù skañv da skouer. Meur a arm a vez kambret gant ar c'halibr-mañ bremañ, evel ar fuzuilh Accuracy International AWM, an FN Ballista pe ar McMillan Tac-338.
Roadennoù ar vannouriezh kemmañ
En ur vezañ implijet gant sniperien war tachennoù-brezel en deus diskouezet ar munision-mañ bezañ efedus-tre. E 2009 e voe lazhet gant ur soudard saoz daou daliban da 2.475 metr e Afghanistan, o tennañ gant ur fuzuilh L115A3 Long Range Rifle kambret e .338 Lapua Magnum.
Tri fouez a gaver : 200, 250 ha 300 greunenn (12,96, 16,20 ha 19,44 gram). Efedus eo ar munision betek ouzhpenn 1.500 metr gant ur boled 300 greunenn.
Munision | Hirder ar c'hanol | Tizh o vont e-maez | Energiezh fiñvek |
---|---|---|---|
.338 Lapua Magnum
200 greunenn (12,96 g ) |
700 mm | 1 005 m/s | 6545 J |
.338 Lapua Magnum
250 greunenn (16,20 g ) |
700 mm | 899,16 m/s | 6548,76 J |
.338 Lapua Magnum
300 greunenn (19,44 g ) |
700 mm | 786 m/s | 6010,85 J |
Implij kemmañ
Ouzhpenn 30 vro a ra gant ar munision-mañ en o fuzuilhoù a-bell, ar Rouantelezh-Unanet en o zouez.