A Christmas Carol

romant

A Christmas Carol (Ur Ganaouenn Nedeleg) zo ur gontadenn gant ar skrivagner saoz Charles Dickens hag embannet e Londrez d'an 19 a viz Du 1843 gant Chapman & Hall. Skeudennaouet e oa bet gant al ludresadenner John Leech.

Kontañ a ra istor un den drouk ha pizh-skragn, Ebenezer Scrooge e anv. Da noz Nedeleg, seizh vloaz goude marv e geveler, hag a oa ken drouk hag eñ, e wel Ebenezer Scrooge tri seblant : hini Nedeleg tremenet, hini Nedeleg a-vremañ, ha hini Nedeleg da zont c'hoazh. Pa zihun ar paotr kozh en deiz war-lerc'h eo deuet e galon da vezañ tener, ken laouen eo Ebenezer Scrooge o vezañ bev c'hoazh goude un nozvezh spontus.

Filmoù kemmañ

Meur a film a zo bet sevenet diwar an danevell.