A belec'h e teuomp ? Petra omp ? Da belec'h emaomp o vont ?


D'où venons-nous? Que sommes-nous? Où allons-nous?
Paul Gauguin, 1897–98
Eoullivadur war lien – 139,1 × 374,6 cm
Mirdi an Arzoù-kaer, Boston

D'où Venons Nous Que Sommes Nous Où Allons nous[1] zo un daolenn gant Paul Gauguin, bet livet en Tahiti e 189798. En SUA, e Mirdi Arzoù-kaer Boston, emañ war ziskouez hiziv. Ur mell taolenn eo, tost da 4 metrad hirder dezhi.

Istor kemmañ

Kuitaat Bro-C'hall a reas Gauguin en 1891 da vont da Dahiti, da glask ur gevredigezh eeunoc'h.
En 1897 e voulc'has an daolenn, a echuas e 1898. Dezhañ e oa e bennoberenn ha neinboent e vennozhiadeg. Kelc'h e vuhez a wele-eñ e-barzh.
En 1898 e voe kaset an daolenn gantañ da George-Daniel de Monfreid a oa o chom e Pariz. Goude e tremenas etre daouarn marc'hadourien ha dastumerien parizian all ken na erruas er Gallery Marie Harriman en New York e 1936. Er bloaz-se e voe prenet gant Mirdi Arzoù-kaer Boston, d'ar 16 a viz Ebrel.

Dielfennadur kemmañ

Goude touet gant Gauguin en em lazhfe pa vije echuiñ an daolenn (un arnod en devoa graet c'hoazh) e tiskulias e ranked lenn an daolenn a zehoù da gleiz, hag e oa skeudennet an tri goulenn a oa en anv an daolenn gant an tri bodad-tud.

Liammoù diavaez kemmañ

Pennad kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Anv an daolenn evel skrivet gant P. Gauguin e korn uhelañ tu kleiz an oberenn.