Abrobin zo ul levr gant Yeun ar Gow, hag embannet gant Al Liamm e 1964, savet diwar ar romant Robinson Crusoe gant ar skrivagner saoz Daniel Defoe, e 1719. Kant c'hwec'h pajenn ha tri-ugent zo en embannadur brezhonek kentañ.

Istor kemmañ

Er roll « Oberou Yeun ar Gow » a gaver e penn kentañ Ar Person touer, e 1961, e oa meneget e-touez an « Oberou diembann » : « ROBINSON KRUZO, hervez D. De Foe ». Padal, pa zeuas e-maez al levr e skrivas Yeun ar Gow en ur rakskrid : « Daniel Defoe, pe De Foe evel ma ra darn outañ dre fazi ». Gwir eo e lenner De Foe war ar goloioù gallek, ha Defoe en holl levrioù saoznek.

Un eil embannadur e ti Al Liamm e 2005 a zo bet anvet : « Daniel Defoe, Robinson Crusoe, Brezhoneg gant Yeun ar GOW », 156 pajenn ennañ, dek nebeutoc'h eget en embannadur brezhonek kentañ, ma c'haller soñjal eo bet berraet un tamm bennak.

Troidigezh kemmañ

Un droidigezh e vije al levr, daoust ma n'eo ket skrivet war ar golo. Troidigezh diwar betra avat ? Marteze diwar oberenn saoznek ar skrivagner saoz Daniel Defoe, Robinson Crusoe, bet embannet e 1719. Se n'hall ket bezañ pa seller eus niver ar pajennoù : en embannadur saoznek gant Penguin, e 2004, e konter 288 pajenn[1] pa n'eus nemet 160 pajenn e brezhoneg.

Splann eo n'eo ket ar skrid orin zo bet lakaet e brezhoneg, nag an droidigezh c'hallek anezhañ zoken. Neuze n'hall bezañ nemet un embannadur gallek evit bugale. Marteze hini ar Bibliothèque verte (an hini kentañ a oa bet graet e 1938), a oa 252 bajenn ennañ koulskoude, hag a vefe bet krennet c'hoazh ouzhpenn evit embann e brezhoneg[2]. Met marteze eo troet diwar un embannadur bennak all, pe adsavet daou pe dri embannadur gallek evit ar yaouankiz war un dro.

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Fichenn embannadur Robinson Crusoe gant Penguin Classics : 288 pajenn : [1]
  2. (fr) [2]