Abul-Abbas a oa un olifant profet d'an Impalaer Karl Veur gant Harun al-Rashid, kalif Bagdad, e 798.

Un olifant gwenn, livadur eus an XIvet kantved e Spagn. Mirdi ar Prado, Madrid.

Treuziñ a eure ar Mor Kreizdouarel gant ul lestr a zegouezhas e Portovenere e miz Here 801. Kaset e oa an olifant gant ur mahout anvet Izaag, ur Yuzev norzafrikat anezhañ. Tremen a eurejont ar goañv e Vercelli, ha d'an nevezamzer e voe kroget gante o ergerzh dreist an Alpoù betek Aachen, m'edo an Impalaer o chom, ha ma erruas d'ar 1añ a viz Gouhere 802.

Diskouezet e voe meur a wech pa veze bodet al lez, ha kaset e voe da chom da Augsburg, e kreisteiz Bavaria a vremañ.

E 804 e kouezhas soudarded Godfred, roue Danmark, war ur gêriadenn marc'hadourien, tost d'e rouantelezh, ha kas gantañ an dud, dre heg, d'ur gêriadenn nevez-savet, Hedeby, a-benn kaout e lod eus ar marc'had a veze graet en hanternoz. kaset e voe armeoù Karl Veur enep rouantelezh Denmark, ha perzh a gemeras Abul-Abbas en emgannoù. En 810, pa oa krogt en e zaou-ugent vloaz, e varvas Abul-Abbas gant un pneumonia, goude un neuiadenn er Roen.

Gwelout ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ