Adalrich – pe Adalrig, pe Etic'hon[1] – a oa ur priñs frank, ganet war-dro 635 er pagus Attoariensis[2] e korn-bro Dijon, en hanternoz Bourgogn, ha marvet d'an 20 a viz C'hwevrer 690 e kastell Hohenburg. Un den a bouez e oa en Aostrazia e dibenn ar VIIvet kantved.

Adalricus, dux Alsatiæ. Adalrig

Anvet e voe da zug Elzas eus 662 betek 689. Eñ eo tad lignez an Etic'honed. Tad Santez Odil eo, santez Elzas, ha moarvat hendad an Habsburged : ganto e kavor madoù an Etic'honed un toullad kantvedoù diwezhatoc'h.

E-kreiz ar VIIvet kantved e krogjont da vezañ ar brasañ diazezerien abatioù er vro dindan an dug Amalgar hag e wreg Aquilina[3].
Ur gouent a voe savet ganto e Brégille hag un abati evit menec'h e Bèze, ha bugale dezho a voe lakaet en daou lec'h. War o lerc'h e renas o zrede bugel Adalrich[4]

Brezel-diabarzh 675-679 kemmañ

Kentañ gwech ma weler anv Adalrich en Istor eo evel unan eus kostezenn ar briñsed a bedas Childeric II da gemer rouantelezh Neustria ha Bourgogn e 673 goude marv Chlothar III. Dimeziñ a reas da Berswinda, a oa kar da Leodegar, eskob Autun, hag a-du gant an eskob ez eas pa grogas ar brezel-diabarzh goude muntridigezh Childeric daou vloaz diwezhatoc'h, e 675.
Dug e voe Adalrich a-benn miz Meurzh 675.

Sant kemmañ

E verc'h Odilia a oa bet ganet dall, ha kement-se a seblante da Adalrich bezañ ur c'hastiz a-berzh Doue. Goulenn a reas digant e wreg lazhañ o merc'h dre guzh. Berswinda a gasas ar bugel da guzhat gant ur vatezh da gouent Palma.
Hervez Buhez Odilia e voe badezet ar plac'h gant un eskob anvet Erhard a skuilhas olev war he daoulagad, ma voe dizallet.

Klask a eure an eskob adskoulmañ an darempred etre tad ha merc'h, met Adalrich a zouje anzav kaout ur verc'h hag a guzhe outañ en ur gouent abalamour d'ar fallvrud, ma kavas gwell nac'hañ plegañ. Ur mab dezhañ, ha ne ouie mann eus urzhioù e dad, a zegasas e c'hoar da Hohenburg en-dro, ma oa lez Adalrich. Pan erruas Odilia e kounnaras Adalrich hag e skoas gant e vab a-bouez e vazh-roue, ken e voe lazhet ar paotr. Neuze, en desped dezhañ, e roas aotre da Odilia da chom en he c'houent, ma ne oa abadez ebet.

War-dro fin e vuhez ec'h adskoulmas ganti, hag e lakaas anezhi e penn hec'h abati, evel pa vije bet dezhañ[5]. A-drugarez d'e verc'h e troas Adalrich ouzh Doue, hag a-benn an XIIvet kantved e voe enoret evel ur sant er vro.

Notennoù kemmañ

  1. Kavout a reer ar stummoù Adalricus, Chadelricho, Hetticho, Etichon, Cathicus, Cathic, pe Athich.
  2. An anv-se a gaver c'hoazh e titl Isembard, en IXvet kantved, a oa comte d'Attuyer/Atuyer mab Adalard, ha kont Chalon. ("Les comtes de Chalon-sur-Saône").
  3. Anv an dug Amalgar hag e wreg Aquilina, a vije bet merc'h da Waldelenus, dux er vro etre an Alpoù hag ar Jura, ha Flavia, a gaver en ul lignez adsavet a liamm Etic'honed Elzas gant hendadoù galian-roman dre Flavia, a skriv Christian Settipani e La transition entre mythe et réalité, Archivum 37 (1992:27-67) ; hervez Settipani ez eus liammoù etre Flavia ha Felix Ennodius ha Syagria.
  4. Liutheric a vez graet anezhañ, maer ar palez, e Buhez Odilia.
  5. Hans Hummer, Reform and lordship in Alsace at the turn of the millennium, e Warren Brown and Piotr Górecki, eds. Conflict in Medieval Europe: Changing Perspectives on Society and Culture (Ashgate) 2003:76.

Levrlennadur kemmañ

  • Hummer, Hans J. Politics and Power in Early Medieval Europe: Alsace and the Frankish Realm 600 – 1000. Cambridge University Press: 2005, pp 46–55 pergen.
  • Lewis, Archibald Ross. "The Dukes in the Regnum Francorum, A.D. 550-751." Speculum, Vol. LI, No. 3. July, 1976. pp 381–410.