Ur yezh kaokazek ar gwalarn eus skourr ar yezhoù kirkasek eo an adigeg (Адыгэ) anvet ivez kirkaseg tcherkeseg komzet gant tro-dro da 300 000 den e Republik Adigea e Rusia (125 000 den), Irak, Israel, Jordania, Makedonia an Norzh, Siria ha Turkia.

Gant ar rusianeg ez eo an adigeg unan eus div yezh kenofisiel Republik Adigea. E Turkia e vez kavet an darn vrasañ eus an dud a ra gant ar yezh-mañ. Eno avat n'he deus statud ofisiel ebet.

Ken tost eo an adigeg d'ar c'habardeg ma vez lavaret alies a-walc'h ez eo ur rannyezh anezhañ.

Unvanet e oa bet ar yezh goude Dispac'h miz Here 1917. Abaoe 1938 ec'h implijer al lizherenneg kirillek evit skrivañ an adigeg goude bezañ bet implijet en he raok kement al lizherenneg arabek da gentañ hag al lizherenneg latin da heul.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ