Agenor (mab Poseidon)

Agenor (Ἀγήνωρ / Agếnôr e henc'hresianeg) a oa mab da Boseidon ha da Libya, ha roue kêr Tyr e Fenikia, e mojennoù Hellaz kozh. Breur e oa da Velos, roue Egipt ha da Leleks. Hervez Herodotos e veve a-raok ar bloaz -2000.

Agenor (mab Poseidon)
mythological Greek character
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
TadPoseidon Kemmañ
MammLibia (merc'h Epafos) Kemmañ
Breur pe c'hoarBelos Kemmañ
PriedTelefassa, Argiope, Damno Kemmañ
MicherRoue Kemmañ
Kargking of Phoenicia, king of Tyre Kemmañ

Pried e oa da Delefassa, ha c'hwec'h bugel en doe ganti :

  • Kadmos, ar c'hentañ eus o femp mab
  • Foiniks
  • Kiliks
  • Thasos
  • Fineüs
  • ur verc'h Europa, a voe skrapet gant Zeus. Kas a reas e vibien d'he c'hlask, gant urzh da chom hep distreiñ ma n'he c'havent ket. Ne deuas hini anezho en-dro. An holl a ziazezas en Hellaz.

Pennad kar kemmañ

Tud all zo bet anvet Agenor.