Agostino Tassi, pe Agostino Tassi Buonamici (war-dro 1566 - Roma, 1644) a oa ul livour eus Peruggia. Poltredour ha livour maezioù e oa. Adalek 1610 e oa deuet da chom da Roma, hag al livour gall Claude Lorrain zo bet desket gantañ.

Peñse listri Aeneas, gant Tassi

Levezonet e oa gant Mathijs Bril hag Adam Elsheimer, livourien eus hanternoz Europa. Da gentañ e labouras e Toskana (1594 - 1608) hag e Genova.


En 1613 en devoa gwallet al livourez Artemisia Gentileschi, ha hi krennardez, pa oa bet fiziet ennañ deskiñ ar plac'h gant he zad, al livour Orazio Gentileschi. Eizh miz toull-bac'h en doa d'ober evit se. Maouezed all en doa gwallet ivez, e wreg hag e c'hoar-gaer, evel ma voe dizoloet er prosez graet outañ gant al livourez.

Oberennoù kemmañ

 
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.

Liammoù diavaez all kemmañ