Aigina (Αίγινα Aígina e henc'hresianeg), latinekaet en Aegina) a oa un nimfenn, merc'h d'an doue-stêr Asopos, e mojennoù Hellaz kozh.

Aigina o c'hortoz donedigezh Zeus
Ferdinand Bol (1616-1680)

Enezenn kemmañ

Hec'h anv eo a zo bet roet da Enez Aigina e pleg-mor Saronos, etre Attika ha Peloponnez. Eno emañ Templ Afaia, an doueez diwelus, a voe kemeret he lec'h gant Athena.

Mojenn kemmañ

Karet e voe gant Zeus, ha skrapet gantañ. Gwisket neuz un erer dezhi ha kaset da enez "Oinone", deuet da vout Enez Aigina diwar-lerc'h. Genel a reas ur mab, Aiakos, a laoskas en enez. Hervez IXvet Olympika Pindaros e oa ivez mamm Menoitios (tad Patrokles), hag Aktor, mab Deion, an hini e oa an tad.

Levrlennadur kemmañ