Airiel a zo ur strollad sonerezh shoegaze eus Chicago (Illinois). Pevar den a zo ennañ : Jeremy Wrenn, Chris DeBrizzio, Andrew Puricelli ha Mikey Pinaud. Pladennoù ar strollad a vez embannet gant Highwheel Records, un ti-embann pladennoù distag eo.

Istor ar strollad kemmañ

Airiel a zo bet savet e 1997, e Bloomington (Indiana) gant Jeremy Wrenn ha Shawn Delaney. Ar strollad a lakaas embann meur a bladenn EP gant an ti-embann Clairecords. Adembannet e voent goude-se dindan stumm ur c'houfrig anvet Winks and Kisses. E 2005 ec'h embannas ar strollad ur bladenn EP all anvet Airiel, ha treiñ a reas e reter ar Stadoù-Unanet[1]. E miz Eost 2007 e teuas er-maez albom kentañ ar strollad, The Battle of Sealand he zitl. E dibenn 2007 e tispartias Wrenn ha DeBrizzio diouzh Osborne ha Rungger. Dilojañ a rejont da Vridgeport, e su Chicago. Un droiad er Rouantelezh-Unanet a reas ar strolald e miz Ebrel 2008, asambles gant ar soner Ulrich Schnauss.

Sealand kemmañ

A-benn o zrugarekaat eo bet lakaet holl izili ar strollad da aotrouien Sealand[1]. Sañset e oant da ober un sonadeg eno hag a vefe bet skignet dre internet, a-benn ar fin ne vo ket anezhi rak izili ar strollad n'o deus ket asantet ket paeañ ar veaj da Sealand. [2] [3]

War al leurenn kemmañ

Brudet eo Airel evit ar sonadegoù roet ganto, ha dreist-holl abalamour da live ar sonerezh. Wrenn ha DeBrizzio o deus embannet e reont kemend-se a-ratozh-kaer.

Izili ar strollad kemmañ

  • Jeremy Wrenn - kan ha gitar
  • Chris DeBrizzio - gitar
  • Andrew Puricelli - gitar boud ha kan
  • Mikey Pinaud - taboulinoù
Izili bet er strollad
  • Cory Osborne - bass, vocals
  • John Rungger - drums

Pladennaoueg kemmañ

Pladennoù EP kemmañ

  1. Frosted (2003)
  2. Dizzy (2003)
  3. Melted (2004)
  4. Crackled (2004)
  5. Airiel EP (2005)

Pladennoù kemmañ

  1. The Battle of Sealand (2007)

Dastumadegoù kemmañ

  • Welcome to The Future (Highwheel Records gant ar ganaouenn "Peoria") (2006)
  • Never Lose That Feeling (gant ar ganaouenn "Blowin Cool") (2006)

Notennoù kemmañ

  1. Biography at Allmusic.com

Liammoù diavaez kemmañ