Al Lennadenn

taolenn gant Édouard Manet
Al Lennadenn
Édouard Manet, 1865
Eoullivadur war vezher
74 × 61 cm
Mirdi Orsay
Pariz
Bro-C'hall

Al Lennadenn zo un daolenn livet gant al livour gall Édouard Manet war-dro 1865.

Warni e weler familh an arzour: emañ Suzanne Manet, Leenhoff hec'h anv plac'h yaouank, en he c'hoazez war ur gourvezvank, troet he c'hein ouzh he mab, Léon Leenhoff, o selaou al lennadenn emañ ar paotr oc'h ober a vouezh uhel dezhi.

Emañ Al Lennadenn e-touez ar poltredoù brudetañ eus an Itron Manet, evel Suzanne Manet ouzh he fiano.