Al lizher karantez
Johannes Vermeer, e-tro 1669
eoullivadur war lien
44 × 38,5 cm
Rijksmuseum
Amsterdam
Izelvroioù

Al lizher karantez (nederlandeg : De liefdesbrief) a zo un eoullivadur graet gant al livour izelvroat Johannes Vermeer e-tro 1669. War ziskouez emañ e Rijksmuseum Amsterdam. En daolenn e weler ur vaouez o terc'hel ul lizher karantez bet roet dezhi gant he servijourez.

Arouezioù a gaver en daolenn kemmañ

Ar rideoz en daolenn gentañ a laka da grediñ emeur oc'h arvestiñ ouzh un darvoud prevez ha personel. Un doare touell-lagad eo ivez : boas e veze an dud da c'holoiñ o zaolennoù gant rideozioù, ha rideozioù a weler alies e taolennoù livet en Izelvroioù d'ar mare-se. An donder hag an efed teir ment a zo kreñvaet en daolenn dre implijout beskellennoù karrezennoù al leur. Anat eo emañ ar vaouez o paouez degemer ul lizher karantez, peogwir emañ ivez o terc'hel ul lud. Un arouez eus ar garantez e oa al lud. Ken arouezius all eo ar chaosonoù a weler e traoñ al livadur, rak un arouez eus an darempredoù korf e oant. Arouezius eo ivez an div daolenn stag ouzh ar voger. An daolenn ma weler ur mor rust a c'hall talevzout kement ha karantez dichadennet. En daolenn a-us e weler un den o vale war un hent traezhek, a c'hall talvezout da skeudennaouiñ an den en deus skrivet d'ar vaouez[1].

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù kemmañ

  1. De Rynck, Patrick. How to Read a Painting: Lessons from the Old Masters. New York : Abrams, 2004 (ISBN 9780810955769)