Alain Chabat

Aktour ha sevener gall

D'ar 24 Du 1958 e Oran (Aljeria) eo bet ganet Alain Chabat. Un aktour hag ur sevener sinema gall eo.

Alain Chabat 2006.

Buhezskrid kemmañ

Ur sevener, aktour, produktour (gant ar c'hevredad produiñ «Wam»), ur senarioner hag un animatour skinwel eo.


Yaouankiz kemmañ

Yuzevien eo e dud (sefarad). E Frañs eo erru Alain Chabat e 1962.

Penn-kentañ ar red micher kemmañ

Kroget en deus da dresañ bandennoù treset a-raok bezañ klevet war ar wagenn adalek 1980 war Radio Andorre ha France Inter ma voe gant kevratoù bihan evit an abadenn « l’oreille en coin».

E RMC en em gavas gant Pierre Lescure. Eñ a ginnigas dezhañ e 1984 mont gantañ evit labourat war ur chadenn tele nevezpour, Canal Plus. Kregiñ a reas gant an amzer ha pemp miz diwezhatoc'h e vuhezo «4C+» un abadenn-bemzediek war-eeun, gant c'hoarioù, klipoù, sketchoù ha kouvidi.

Buheziñ a reas « Prochainement sur Canal + » er memes mare, un abadenn sizhuniek gant Daniel Toscan du Plantier hag un dibab pennadoù e abadenn « Zénith », kinniget gant Michel Denisot.

An uhelvrud : mare «Les Nuls» kemmañ

E 1987, Alain Chabat a savas ar pevarad anvet Les Nuls war ar chadenn da baeañ Canal Plus. Gant Chantal Lauby, Bruno Carette ha Dominique Farrugia e roas buhez da pennadoù fentus en heuliadenn egorel Objectif Nul pe en abadenn Nulle part ailleurs, gant ar c'heleier faos. Adkroget a reas gant ar c'heleier faos en abadenn Les Nuls l'émission.

Un distro a reas er skinwel war ar chadenn Comédie! da gentañ en ur vuhezañ e-pad un nebeud mizioù La grosse émission e 1998, hag adarre war Canal Plus e 2001 gant ar c'hoari anvet Burger Quiz, ur c'hoari gant goulennoù iskis-tre a zlee respont an emstriverien kelc'hiet gant kouvidi (aktourien, fentigellerien), en ur ginklañ predoù war ar prim.

Ar sinema kemmañ

Roll-filmoù kemmañ

Patrom:Listenn aktourien (En holl filmoù a heul eo aktour Alain Chabat da nebeutañ) :

Animatour tele kemmañ

Da welout ivez kemmañ