Alassane Dramane Ouattara, ganet d'ar 1añ a viz Genver 194, zo ur politikour eus Aod an Olifant ha prezidant ar vro.

Alassane Ouattara
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAod an Olifant Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlassane Dramane Ouattara Kemmañ
Anv-bihanAlassane Kemmañ
Anv-familhOuattara Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gen 1942 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDimbokro Kemmañ
Breur pe c'hoarSita Ouattara Kemmañ
PriedDominique Folloroux-Ouattara Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherekonomour, politiker Kemmañ
KargPresident of the Ivory Coast, Minister of the Economy and Finance of Ivory Coast Kemmañ
Bet war ar studi eDrexel University, The Wharton School Kemmañ
Strollad politikelDemocratic Party of Côte d'Ivoire – African Democratic Rally Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2010 Ivorian presidential election, 2015 Ivorian presidential election Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.ado.ci/accueil.php Kemmañ

Eus ar genel mandinka eo ha muzulman eo. Goude e studioù war an ekonomiezh en deus labouret er Font Moneizel Etrebroadel. Bez' e voe Kentañ Ministr Aod an Olifant etre 1990 ha 1993 e gouarnamant Félix Houphouët-Boigny. Lakaat a reas e anv e dilennadegoù 2010 ha disklêriet e voe trec'h war Laurent Gbagbo gant ar Bodad Dizalc'h evit an Dilennadegoù, gant 54% eus ar mouezhioù. Nac'het e voe an disoc'h-se gant Gbagbo hag ur brezel diabarzh a darzhas etre an daou strollad betek ma voe harzet Laurent Gbagbo e miz Ebrel 2011. Kregiñ a reas Alassane Ouattara gant e garg a brezidant e miz Mae 2011.

Addilennet e voe e 2015 gant 84% eus ar votoù en dro gentañ. Dilennadeg ar prezidant 2020a voe boikotet gant ar strolladoù all, ha trec'h e voe Ouattara gant 95% eus ar mouezhioù eta.


Banniel Aod an Olifant Prezidanted Aod an Olifant
Félix Houphouët-Boigny | Henri Konan Bédié | Robert Guéï | Laurent Gbagbo | Alassane Ouattara