Albert Dalimier (Bourdel, 20 C'hwevrer 1875 - 6 Mae 1936, Neuilly-sur-Seine) a oa ur politikour gall, bet ministr meur a wech.

Bez e oa anezhañ unan eus c'hwec'h besprezidant ar Parti républicain, radical et radical-socialiste (PRRRS) d'an 19 a viz Kerzu 1905. Kannad PRRRS e voe e Seine-et-Oise eus 1906 da 1919 hag eus 1924 da 1936.

Issekretour Stad evit an Arzoù-Kaer e voe eus ar 14 a viz Mezheven 1914 betek ar 16 a viz Du 1917, e gouarnamantoù René Viviani (1), René Viviani (2), Aristide Briand (5), Aristide Briand (6), Alexandre Ribot (5) ha Paul Painlevé (1) Ministr al Labour e voe adal an 3 a viz Mezheven 1932 betek an 31 a viz Genver 1933 e gouarnamantoù Édouard Herriot ha Joseph Paul-Boncour. Evelto e oa frañmason.