Alberzh II (Belgia)

(Adkaset eus Alberzh II a Velgia)

Alberzh II Belgia (Albert II van België en izelvroeg, Albert II de Belgique e galleg, Albert II. von Belgien en alamaneg) zo bet ganet d'an 6 a viz Even 1934. Mab ar roue Leopold III ha breur Baldoen Iañ eo. C'hwec'hvet roue Belgiz eo bet adalek an 9 a viz Eost 1993 betek an 21 a viz Gouhere 2013, an deiz ma tilezas e garg.

Alberzh II a Velgia (2010)

Fulup Belgia, bet ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1960, zo roue abaoe an deiz-se.

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.