Alfonso X Kastilha, lesanvet el Sabio (ar Fur) ivez an Astrologour[1], ganet e 1221 e Toledo, ha marvet e 1284 e Sevilla, a voe roue Kastilha ha León etre 1252 ha 1284, ha Roue ar Romaned (1257-1273). Brudet e oa e zeskadurezh. Krouiñ a reas Skol Troourien Toledo. Sevel a reas Las Siete Partidas, dastumad lezennoù, e 1260, taolennoù steredoniel, anvet Alphonsines, bet embannet evit ar wech kentañ e Venezia e 1483[1], levrioù echedouriezh, ha barzhonegoù e galizeg anvet Cantigas de Santa Maria.

Alfonso X Kastilha

Mab e oa da Fernando III Kastilha lesanvet «el Santo», (1199-1252), ha d'e bried Beatriz de Suabia.

Pa varvas e dad Fernando III ec'h adstagas ar brezel ouzh ar vuzulmaned, e kemeras Jerez (1253), e tistrujas porzh Rabat, Salé (1260) hag e kemeras Cádiz (c. 1262). En 1264, en em savas mudéjares Murcia ha lezioù ar Guadalquivir. Evel mab da Beatriz Suabia, e klaskas mont war gador an Impalaeriezh Santel, hag e-pad an hanter eus e vuhez e klaskas kas ar mennad-se da benn-vat, met kazeg a reas.

Diskaret eo bet gant e vab Sancho IV e 1282. Mervel e reas, glac'haret, e Sevilla e 1284

Dimezioù kemmañ

A-raok dimeziñ da Violante Aragon (1236-1301) e oa bet kaoz, div wech, d'e zimeziñ pa oa krennard.

Ne droas ket da vat an daou bromesa-se avat.

E 1240 e oa bet skoulmet an emglev evit e zimeziñ da Violante, hervez testamant Jaime Iañ el Conquistador, roue Aragon, graet d'ar 1añ a viz Genver 1241, ma lenner Ioles, coniugi Alfonsi, primogeniti illustris regis Castellae.

Meur a vastard en doe a-raok e eured, ha setu o anvioù:[2]

Ouzhpenn-se en devoe bugale all, tra ma oa dimezet, gant maouezed all dianav, minored a oad da goulz testamant o zad e Genver 1284 :

  • Martín Alfonso, abad en Valladolid, meneget evel breur da Urraca Alfonso en dibenn testamant ar roue.
  • Urraca Alfonso, meneget ivez e testamant Alfonso X, a erbedas d'e verc'h vastard Beatriz dimeziñ anezhi en un doare enoruse. Dimezién a eure da Pedro Núñez de Guzmán, adelantado mayor Kastilha, aotrou Derruña ha San Román, ha bugale dezho.

Goude e varv kemmañ

E vab Sancho IV a renas war e lerc'h.

Notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Embannadurioù L. Hachette et Cie. Paris 1863
  2. Salazar y Acha, Jaime de, y David E. Masnata (col.), «Precisiones y nuevos datos sobre el entorno familiar de Alfonso X el Sabio fundador de Ciudad Real» Cuadernos de estudios manchegos, Instituto de Estudios Manchegos, [1], pp. 211–231. ISSN 0526-2623.
  3. Patrom:Cita publicación