An Allobroged pe Allobroges (hervez al latin) a oa ur bobl c’halian diazezet etre ar stêrioù Ron hag Isère, Alpoù an Hanternoz ha Lenn Geneva, er c’hentañ kantved kent JK, el lec’h m’emañ bremañ Savoia ha Daofinez. Vienne e oa o c’hêr-benn, ha Genève (diwar ar ger genoù) a oa ur gêr all dezho . Brudet e oant da vezañ brezelourien gadarn.

Galia er c’hentañ kantved kent JK.
Diner an Allobroged (Iañ kantved kent JK)
Bro an Allobroged.

O anv kemmañ

Talvezout a rafe an anv Allobroges kement ha « tud eus ur vro all », « tud arallvro », diwar an div elfenn c'halianek allo-, « all », ha *brogi- « bro »[1].

Istor kemmañ

Diwar bluenn Caesar, en De Bello Gallico, e lenner e oant o chom e hanternoz Gallia Transalpina pe Narbonensis. Pelloc’h, en hanternoz da Lenn Geneva, edo an Helveted. Aloubet e voe o bro gant ar Romaned e -121, met ne oa ket deuet-mat ar vistri nevez hag o zailhoù gant an Allobroged ha meur a wech en em savjont a-enep o alouberien (-77, -61, -43).

Strolladoù Allobroged a gemeras perzh en armeoù Caesar koulskoude e-pad Brezel Galia. Da vare an impalaer Aogust e voe rannet Gallia Narbonensis e div lodenn ha krouet e voe proviñs Gallia Viennensis. Dont a reas Vienne da vezañ ur greizenn roman a bouez er broviñs-se.

E dibenn an Impalaeriezh roman, er IVe kantved, e teuas bro an Allobroged da vezañ anvet Sapaudia, ur ger hag a zo aet da Savoia diwezhatoc'h. Er Vvet kantved e voe taget hag aloubet proviñs Vienne ha Sapaudia gant pobloù german evel ar Vurgonded.

Kan kemmañ

Les Allobroges pe Le Chant des Allobroges eo anv kan broadel Savoia.


Notennoù kemmañ

  1. Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance, p. 36 ha p. 190

Liammoù diavaez kemmañ

Pennadoù kar kemmañ