An amerikanouriezh eo studi doareoù-bevañ ha sevenadur Amerika, komprenet evel re SUA hepken, hag o levezon war ar broioù all. Enebamerikanouriezh eo kelennadurezh an dud a sav a-enep an doareoù-se hag a-enep amerikanadur ar broioù all.

Dre vras e sav daou rumm tud a-enep an amerikanadur :

  • re an tu kleiz pellañ : a gaver e broioù Suamerika hag en Europa gant politikourien evel Mélenchon;
  • re an tu dehou pellañ, hervez ar broioù : a gaver gant tud evel broadelourien stadoù Europa (Marine Le Pen).

Sevenadur SUA kemmañ

Emañ industriezh filmoù Hollywood, abaoe ar bloavezhioù 1920, ha muioc'h c'hoazh dre ar skinwel hiriv eget gwechall dre ar filmoù hepken, o ren war media ar bed. Dre ar media-se eo e vez anavezet buhez ha gizioù tud SUA.

programoù stadunanat a vez gwelet e skinwel an holl vroioù E 2006, hervez un enklask kaset gant Radio Times en 20 bro e oa seizh abadenn stadunanat diwar an dek muiañ sellet outo: CSI: Miami, Lost, Desperate Housewives, The Simpsons, CSI: Crime Scene Investigation, Without a Trace ha The Adventures of Jimmy Neutron: Boy Genius.