Amfion (henc'hresianeg: Ἀμφίων) a oa mab da Zeus ha da Antiope, ha breur gevell Zethos, ha roue Thebai. Soner ha barzh e oa ivez.

Amfion ha Zethos, izelvos, Palazzo Spada (Roma).

Ganedigezh kemmañ

Gwallet e oa bet o mamm Antiope gant Zeus, ha hi da dec'hel gant ar vezh da Sikyon. Eno e timezas d'ar roue Epopeos. Arsailhet e voe Sikyon gant un arme eus Thebai, renet gant Lykos pe gant e vreur Nykteüs, ha kaset e voe ar vaouez d'ar gêr da vout kastizet. Gwilioudiñ a reas war hent ar gêr, ha genel daou vab en ur c'hofad. Ret e voe dezhi diskouez anezho d'ar bobl war ar menez Kithairon, ma voe laosket ar vugale, ha kaset o mamm da Dhebai da vout sklavez gant ar rouanez Dirke.

Bugaleaj kemmañ

Hag ar vugale gaezh dilaosket war ar menez Kithairon gant o eontr kriz, Lykos, roue Thebai. Kavet e voent gant mesaerien avat, ha desavet gante.

Meur a vloaz goude e tec'has Antiope hag e kavas he bugale war ar menez ma oant bet ganet. Pa oa bet graet vil d'o mamm gant Dirke ez ejont d'he lazhañ: staget e voe gante etre kerniel un tarv. Sevel a rejont un arme hag aloubiñ Thebai. Goude e voe savet mogerioù kêr Thebai gante, pep hini en e zoare.

Soner kemmañ

Donet a reas Amfion da vout ur barzh hag ur soner ken barrek hag Orfeüs. Hennezh all a ouie sachañ al loened war e lerc'h, Amfion a c'halle lakaat ar vein da fiñval. Desket e oa bet gant an doue Hermes da seniñ fleüt ha lourenn.

Gwreg ha bugale kemmañ

Digant Niobe, merc'h da d-Tantalos, roue Lydia, en doa meur a vugel, an Niobeezed a vez graet anezhe. Met brasoni a savas enni, ha kunujenniñ an doueez Leto a gredas ober.

Sevel Thebai kemmañ

Zetos a zeuas da vout hemolc'her ha mesaer, troet gant ar sevel chatal. Sevel a rejont mogerioù en-dro da Gadmea, gwikadell Thebai. Zethos a zouge ar vein, hag Amfion a sone an delenn ken flour ma teue ar vein d'e heul ha ma'z aent o-unan d'al lec'h ma tleent[1]. Abalamour da se eo e teskas seniñ an delenn e doare Lydia, hag e lakaas teir c'hordenn outi ouzhpenn[2]. Dimeziñ a eure Zhetos gant Thebe, a roas hec'h anv da gêr Thebai.

Gwalleurioù kemmañ

Niobe, gwreg Amfion, he devoa ur ribitailh bugale, met c'hwezet e oa dezhi ha fae a reas war an doueez Leto ha n'he devoa nemet daou, Artemis hag Apollon. Da gastizañ Niobe ez eas bugale Leto da lazhañ hec'h holl vugale.

Neuze, hervez Ovidius, en em lazhas Amfion gant ar glac'har. Hervez Telesilla avat e voe lazhet a-gevret gant e vugale gant saezhadoù Artemis hag Apollon. Hyginus en deus skrivet ez eas da argadiñ templ Apollon a skoas e saezhoù outañ[3].

Zethos n'en doa nemet ur mab, a varvas war-lerc'h ur fazi graet gant e vamm Thebe, ma'z eas an tad d'en em lazhañ[4]. En Odysseia44 avat (el levr IX) e vez graet merc'h Pandareos eus gwreg Zethos, ha pa lazhas he mab Itylos a-greiz trelatiñ e voe troet en un eostig[5].

Goude marv Amfion ha Zethos e tistroas Laios da Dhebai ma voe lakaet da roue.

Evezhiadenn kemmañ

Gallout a reer tostaat ar vojenn-mañ ouzh hini Kastor ha Polydeukes, en Hellaz, ha hini Romulus ha Remus e Roma gozh.

Dave ha notennoù kemmañ

  1. Tripp, Edward. Crowell's Handbook of Classical Mythology. New York: Thomas Crowell Company, 1970, p. 44.
  2. Tripp, Edward. Crowell's Handbook of Classical Mythology. New York: Thomas Crowell Company, 1970, p. 43
  3. Gantz, Timothy. Early Greek Myth. Baltimore: Johns Hopkins University Press, 1993, p. 539
  4. Tripp, Edward. Crowell's Handbook of Classical Mythology. New York: Thomas Crowell Company, 1970, p. 44
  5. Homer. The Odyssey. Trans. Richmond Lattimore. New York: Harper Collins, 1967, p. 295