Amos Sawyer (ganet d'ar 15 a viz Even 1945 - 17 C'hwe 2022) a oa ur politikour liberian, bet e penn ar Stad er bloavezhioù 1990.

Ur brezel diabarzh a oa tarzhet e Liberia e 1990 ha d'an 9 a viz Gwengolo e voe lazhet ar prezidant Samuel Doe. Sawyer a voe neuze lakaet da brezidant en etrekarg d'an 22 a viz Du evit ur bloaz. Astennet e voe e respetad evit 4 bloaz e-pad ar brezel a dalc'he d'ober e reuz er vro. D'ar 7 a viz Meurzh 1994 e rankas lakaat un termen d'e garg, hervez an argerzh peoc'h lakaet e plas.