Ampflwang

kumun aostriat
Ampflwang im Hausruckwald

Skoed-Ardamez Ampflwang
Skoed-Ardamez Ampflwang

Riez Aostria
Rannvro / Stad kevredet Aostria-Uhel (Oberösterreich)
Kod post 4843
Kod pellgomz (43) 7675
Maer (Bürgermeister) Rosemarie Schönpass (sokialourez)
Gorread 21 km²
Hed 13° 34' 00 R
Led 48° 05' 34 N
Uhelder 566 m
Poblañs hep kontoù doubl 3 613 (2001)
Stankter 180/km²
Kartenn: Lec'hiañ Ampflwang en Aostria

Ampflwang (LFE: ['ampfl̩vaŋ]) pe Ampflwang im Hausruckwald (anv klok), meneget evit ar wezh kentañ en un dornskrid eus 1169, a zo ur gêriadenn en Aostria-Uhel. Eus 1766 betek 1995 e voe eztennet lignit eno, ha lod eus ar wazed a laboure evel mengleuzerien. Er bloavezhioù goude klozañ ar vengleuz e kollas Ampflwang betek 25% eus e annezidi. Saveteet eo bet ar gêriadenn gant an touristerezh avat. E 2006 e oa bet savet eno ur "c'helc'h gwezennoù hengeltiek" evit touellañ touristed dedennet gant ar c'hevrinerezh.

Laz-seniñ mengleuzerien Ampflwang


Keginerezh Ampflwang kemmañ

Meuz anavezetañ Ampflwang eo ar Rossknödel (pouloud dienn skornet gwarniset gant kraoñ malet).


Liammoù diavaez kemmañ