And the Band Played Waltzing Matilda

And The Band Played Waltzing Matilda zo ur ganaouenn saoznek skrivet gant Eric Bogle e 1971 diwar-benn ur soudard aostralian en Emgann Gallipoli e 1915 e-pad ar Brezel-bed kentañ. En emgann-se e varvas 50 000 soudard aostralian, eus an ANZAC, anv an armeoù aostralian ha zelandneveziat.

Anzac, the landing 1915. Taolenn gant George Washington Lambert, o tiskouez ar soudarded aostralian, eus arme Breizh-Veur, dilestret nepell, hag o klask sevel gant ar vri e-pad Emgann Gallipoli e 1915.

Ar ganaouenn kemmañ

Foeter-bro yaouank e oa ar soudard a-raok mont d'ar brezel. Gwelout a ra e gamaraded o vervel en-dro dezhañ, ha koll a ra e zivhar. Goude ar brezel e wel ar soudarded kozh o vervel hag ar yaouankizoù diseblant ouzh o foanioù.

Dave a ra ar ganaouenn d'ar ganaouenn all, anvet Waltzing Matilda, hag a zo ur ganaouenn-bobl brudet er vro hag unan eus arouezioù broadel Aostralia.

Kanerien kemmañ

Kanet eo bet ha sonenrollet ar ganaouenn gant Joan Baez, The Pogues, Luke Kelly, The Clancys, Tommy Makem, The Fureys.

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ