Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un aradennad venezioù eus ar re vrasañ eo an Andoù, o tibunañ un sistem uhelennoù a-hed kornôg kevandir Suamerika a-bezh. E Venezuela, Kolombia, Ecuador, Perou, Bolivia, Brazil, Chile hag Arc'hantina en em astennont. Gant an uhel m'eo o menezioù kreiz ez eo an Andoù ur skoilh bras da dreuziñ. Strishoc'h int etre Chile hag Arc'hantina hag eno e sav an aradennad evel un harz naturel. Er c'hontrol eo ledanoc'h an Andoù e Perou hag e Bolivia. Er broioù-se ez eus un uhelgompezenn uhel-mat a vez graet anezhi an Altiplano e spagnoleg. Soñjal a reer e teu anv an Andoù eus ur ger kechuaek Anti, a c'hallfe talvezout kement ha "kribenn uhel".

Ar menez Aconcagua en Arc'hantina.

Dre m'eo uhel-mat an Andoù, ha dre m'en em astenn an aradennad venezioù etre daou benn ar c'hevandir, e vez diseurt-kenañ an hin hag ar plant eus an eil rannvro d'eben. E-touez al loened a gaver en Andoù ha na gaver ket e lec'h all e c'haller menegiñ ar c'hondor, ar puma, al lama.

E lodenn greiz an Andou e oa diazezet an Impalaeriezh Inka er XVvet kantved, pa erruas ar gonkistadored spagnol. Gwelout a reer c'hoazh kalz a savadurioù eus an amzer-se hag a roudoù eus o sevenadur. An Amerindianed, annezidi gentañ Amerika, o deus dalc'het o c'hrog war o bro kalz muioc'h en Andoù eget e lec'h er c'hevandir. E Perou da skouer ez eo Amerindianed ar braz eus an annezidi. Ouzhpenn ar spagnoleg e vez komzet yezhoù indianek, quechua hag aymara dreist-holl. Gounezet e vez butun, kafe, koton … hag an avaloù-douar, kavet en Andoù gant tud Europa, a vez debret kalz gant an dud.

Cono de Arita en Arc'hantina.

War an harzoù etre Chile hag Arc'hantina emañ kernioù uhelañ an Andoù, hag en aradennad anvet Cordillera Blanca e Perou. An Aconcagua, en Arc'hantina, eo ar menez uhelañ-holl e kevandir Amerika, pa sav betek 6 959 metr a-us live ar mor.

Ar menez-tan Chimborazo, en Ecuador

Menezioù-tan all zo c'hoazh en Andoù, evel :