Ur sevener, ur produer hag ur skriver senariooù, Taiwanat a orin, eo Ang Lee (sinaeg: 李安; pinyin: Lǐ Ān) .

Ang Lee
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Sina Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAng Lee, 李安 Kemmañ
Anv-bihanAng, Ān Kemmañ
Anv-familhLi, Lee Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Her 1954 Kemmañ
Lec'h ganedigezhChaozhou Kemmañ
TadLee Sheng Kemmañ
Breur pe c'hoarGang Lee Kemmañ
PriedJane Lin Kemmañ
BugelMason Lee, Haan Lee Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherfilm director, senarioour(ez), skrivagner, Produour sinema, director Kemmañ
Bet war ar studi eNew York University Tisch School of the Arts, skol-veur an Illinois en Urbana–Champaign, National Taiwan University of Arts, University of Illinois College of Fine and Applied Arts Kemmañ
Lec'h annezWhite Plains, New York Kemmañ
Deroù ar prantad labour1992 Kemmañ
RelijionBoudaegezh Kemmañ
Ezel eusAmerican Academy of Arts and Sciences Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.tatlerasia.com/people/ang-lee-eng Kemmañ
Permanent resident ofStadoù-Unanet Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum of Modern Art Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by Ang Lee Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Ganet e oa bet d’an 23 a viz Here 1954 e Pingtung (Taiwan).

An darn vrasañ eus e filmoù a zo diwar-benn darempredoù etre an hengoun hag ar vodernelezh.

Studiet e oa bet ar c'hoariva hag ar sinema gantañ e Akademiezh Arzoù Taibei, kêr-benn Taiwan. Kendalc’het e oa bet e studioù gantañ e Skol-Veur Illinois, er Stadoù-Unanet. Ur "Master of Fine arts" zo bet tapet gantañ ivez e Skol-Veur New-York evit e film-berr "Fine Line", sevenet evit e dezenn. Kamalad-skol Spike Lee eo bet.

Enoret e oa bet e film-berr "Dim lake" gant "Golden Harvest" Taiwan evit ar film gwellañ. E film hir kentañ, "Tui Shou" ("Pushing Hands"), zo bet kinniget e 1992 e Gouel Filmoù Berlin, hag aet priz ar film gwellañ gantañ e Gouel Filmoù Azia-Habask.

Filmet en doa war-lerc'h "The Wedding Banket", aet Arzh Aour Berlin gantañ, hag anvet evit "Oscar" ha "Golden Globe" ar film estren gwellañ. Silet en doa tem an heñvelreviadezh e sinema Sina gant ar film-mañ. Diwar-benn familh Taiwan e oa e film da heul "Eat Drink Man Woman", enoret gant ur priz ivez. Kendalc'het en doa e respet e SUA, gant filmoù brudet evel "Ice Storm", "Ride with the Devil", pe "Sense and sensibility" gant meur a steredenn amerikan. Gounezet en doa kalz a prizioù gant ar film-mañ adarre.

Gant "Crouching Tiger, Hidden Dragon", lakaet e oa bet gantañ, en ur stumm a-vremañ evit broioù ar c'hornog, an doare "Wuxia" (da lavaret eo, emgannoù gourenerezh stilekaet e Sina istorel). Aet 4 "Oscar" gantañ a-drugarez d'ar film-mañ.

Ar comic "Hulk" zo bet lakaet ouzh ar skramm gant Ang Lee e 2004.

E 2005, "Brokeback Mountain", istor karantez etre daou baotr-saout, zo bet enoret gant "Leon Aour" (Mostra Venezia) ha 3 "Oscar".

Roll filmoù kemmañ

(Titl brezhoneg troet eus an titl galleg)

  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.