An Ankoù a vez graet e brezhoneg eus ar marv, pe gentoc'h eus oberour ar marv, an hini a zegas ar marv d'an dud hag a gaver e meur a gontadenn.

Ankoù o yudal, ouzh an iliz e Bulad-Pestivien, Kerne-Uhel.
An Ankoù, er Roc'h-Morvan, Leon

Mojennoù kemmañ

Dastumet eo bet ar braz eus ar mojennoù diwar-benn an Ankoù e dibenn an XIXvet kantved gant Anatol ar Braz en e levr Légende de la mort chez les Bretons armoricains.
Hervez ar mojennoù e teu gant e garr (karr an Ankoù, karrigell an Ankoù, karrig an Ankoù) da zastum an Anaon. Pa glev un den wig ha wag karr an Ankoù eo tost dezhañ e dermen, pe da unan kar dezhañ. Hag an hini er gwel a varv e-kerzh ar bloaz.

Arz breizhek kemmañ

Kizellet eo bet an Ankoù en ilizoù Breizh-Izel, evel e Bulad. Div zelwenn zo ivez eus an Ankoù, o-div eus ar XVIIvet kantved:

Lennegezh kemmañ

Anvioù roet d'an Ankoù kemmañ

  • Erwanig Plouilio, anv an delwenn
  • Paotr e falc'h

A bep seurt kemmañ

Notennoù kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (br) Mojenn an Ankou, Anatol ar Braz, Mouladurioù Hor Yezh, 1986;
  • (fr) La Légende de la mort, Anatole Le Braz;
  • (fr) L'encyclopédie du merveilleux, T3 : Des peuples de l'ombre, Edouard Brasey, Le Pré aux Clercs, 2006.
  • (fr) Sur les chemins de l'Ankou", croyances et légendes de la mort en Bretagne, Yoran embanner, 2012
  • (fr) Voyage dans l'au-delà : les bretons et la mort, Bernard Rio, Ouest-France, 2013.


Sellit ouzh ar ger Ankoù er
wikeriadur, ar geriadur frank.
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.