Anna Leonowens (26 a viz Du 1831–19 a viz Genver 1915) a oa ur Saozez eus Indez, ur skrivagnerez, kelennerez, anavezet evel ur vaouez hag a gelennas saozneg e-pad pemp bloaz e lez roue Siam (Tailand a hiziv) e-kreiz an XIXvet kantved.

Anna Leonowens

En 1862 e voe karget gant roue Siam, ar roue Mongkut (Rama IV), da gelenn saozneg da wragez ha bugale ha dreist-holl ar priñs Chulalongkorn, 11 vloaz neuze, a vo roue hag anvet neuze Rama V.

E 1867 ec'h eas da Nova Scotia, da Ganada, da chom. Diazezañ a reas skol an arzoù (Nova Scotia College of Art and Design) eno. Mont a reas da v-Montréal en 1886. Eno e varvas en 1915 ha beziet e voe er cimetière Mont-Royal.

Goude he marv kemmañ

En 1943 e voe embannet ar romant Anna and the King of Siam gant ar romantourez stadunanat Margaret Landon , savet diwar skridoù Anna Leonowens. Diwar ar romant-se ez eus bet savet filmoù ha fentc'hoariganoù.

Oberennoù kemmañ

Daou levr:

  • The English Governess at the Siamese Court
  • The Romance of the Harem