Anton Koberger[1] (e-tro 1440/1445 e Nürnberg - 3 a viz Here 1513 e Nürnberg) a oa un orfebour, mouller hag embanner alaman. Gantañ e voe moullet hag embannet Kronikenn Nürnberg, un darvoud a-bouez evit a sell ouzh an henvoulladur e voe. Ur gwerzher levrioù a reas berzh e voe ivez. E 1470 e savas ti-moullañ kentañ Nürnberg.

Koadengravadur tennet eus Bibl Koberger, 1483
Egidienplatz, Nürnberg, er XVIvet kantved. En tiez a-gleiz e oa staliet ti-moullañ Koberger

Anton Koberger a voe ganet en ur familh baraerien a Nürnberg. E 1464 e voe graet anv anezhañ war listenn keodedourien Nürnberg. E 1470 e timezas gant Ursula Ingram ha pa varvas-hi e timezas en-dro gant ur plac'h anvet Margarete Holzschuher e 1491. En holl en doe 25 bugel, ha 13 anezho a vevas betek o oad gour.

Eneas Sylvius
Epistolae moullet gant Anton Koberger
1496

Paeron Albrecht Dürer e oa Koberger, hag er memes straed edo o familhoù o chom. E 1470 (ur bloaz a-raok ma vefe ganet Dürer) e chomas a-sav gant an orfebouriezh hag e stagas gant ar moullañ hag an embann. Buan e teuas da vezañ mouller Nürnberg a rae ar muiañ a verzh[2], ha tamm-ha-tamm e teuzas e gevezerien, hag ur gwir embregerezh e teuas e stal da vezañ. 24 moullerezh a ya en-dro ha meur a dra a veze moullet war un dro ha betek 100 implijiad en doe :[3] moullerien, lizherennerien, teuzerien lizherennoù hag enlivadurien. Diehan e klaskas lakaat e stal da vont war-raok : kannaded a gasas un tammig e pep lec'h ha darempredoù a skoulmas gant gwerzherien levrioù en Europa ar c'hornôg e Venezia, Milano, Pariz, Lyon, Vienna ha Budapest.

Mont a reas e di-moullañ en-dro betek 1526, hag ar peurrest eus e familh a gendalc'has gant ar micherioù orfebour ha diamantour[4].

Notennoù kemmañ

  1. En dielloù a-vremañ e kaver ivez Koburger, Coberger, Coburger.
  2. Giulia Bartrum, Albrecht Dürer and his Legacy, British Museum Press, 2002, pp 94-96, ISBN 0-7141-2633-0
  3. Walter Gebhardt, "Nürnberg macht Druck! Von der Medienhochburg zum Printzentrum." in Marion Voigt (ed): Lust auf Bücher. Nürnberg für Leser. Nürnberg. (2005) pp 11-43.
  4. Catholic Encyclopedy : Anthony Koberger

Reference kemmañ

Anton Koberger printing example