Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Antoni Gaudí i Cornet ganet ar 25 a viz Even 1852 e « Mas de la Calderera » e Reus, ha marvet d'an 10 a viz Even 1926 e Barselona a oa un tisavour Katalan[1].

Antoni Plàcid Gaudí i Cornet

Personelezh Gaudi kemmañ

Anavezet eo evit e grouadurioù souezhus ha meurdrezus. Un den dreistordinal e oa en e labour. Un tisavour hag a trese e tiez hag a cheñche diehan ar stuñvioù betek fin ar chañter. Disheñvel kren eus tisavourien ar maredad e oa eñ. An tisavourien a oa tud meizeg, padal e oa kentoc'h krouer, saver pe artizan. A-hed e chañtieroù e ijino ha cheñcho e doareoù da sevel ar vatimantoù. Setu perak e oa ken hir ar chañtieroù gantañ. Neuze evit gellout sevel tiez e oa ret dezhañ kavout pratikoù hag a asantfe gortoz un hir dermen a-raok kaout o mad. Evit un tisavour ken ispisial e oa ret kaout neuze pratikoù a memes live. Setu ma kavas Gaudi e sikour an Aotroù Gûel, greantour bras Barselona ur profer arc'hant a feson, prest da asanti menozhioù an arzour-savour hag a oa Antoni Gaudí.

Krouidigezhioù kemmañ

 
Sagrada Familia
  • Ar Palacio Guel : Savet etre 1886 ha 1888 (Barcelona) evit an Aotroù Guel. Un ti degemer eo. Un ti gant ur stuñv kreizennet war ur sall "bouest gouloù". Ur c'hloerdi a zo a-us d'ar sal-mañ. Savet eo ar c'hloerdi gant an teknik Volz Katalan.
  • Bellesguard: Savet etre 1900 ha 1909 (Barcelona). Ur stuñv kreizennet savet gant 9 karezenna memes ment.
  • Park Guel (1886-1888, Barcelona)
  • Sagrada Familia (1883-1926, Barcelona)
  • Casa Vicens (1883-1888, Barcelona)
  • El Capricho (1883-1885, Comillas)
  • Colegio Teresiano (1888-1890, Barcelona)
  • Palacio Episcopal (1889-1893, Astorga)
  • Casa Botines (1892, León)
  • Casa Calvet (1898-1900, Barcelona)
  • Casa Batlló (1904-1907, Barcelona)
  • Casa Milà (La Pedrera) (1906-1912, Barcelona)

Notennoù kemmañ


Levrlennadur kemmañ

Liamm diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.