plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.

Er c'hontrol d'ar boaz e brezhoneg, savet e vez an anvioù japanek modern (人名 e kanji, じんめい en hiragana, Jinmei e romaji) war un anv-familh (unan hepken) heuliet gant un anv-bihan. War-lerc'h an anv-bihan e c'haller implijout titloù evel san (さん - kevatal mui pe vui da "aotrou" pe "itron") pe sensei (先生 - kevatal da "doktor" gant an implij saoznek eus an termen-mañ).

Yamada Tarō (山田太郎), un anv paotred japanek boutin, kevatal da Yann Gouer e brezhoneg. Katell Gouer a vije Yamada Hanako (山田花子).

Skrivet e vez an anvioù japanek e kanji. A-wechoù e c'hall kanji un anv bezañ distaget e meur a vod. Gant gouarnamant Japan eo ma vez termenet ar c'hanjioù a c'haller implijout da anv. Evit se ez eus bet savet ur roll gant ar sinalunioù degemeret. Anvet eo jinmeiyō kanji (人名用漢字).

E-touez an anvioù-familh paot e Japan emañ Satō (佐藤), Katō (加藤), Suzuki (鈴木) ha Takahashi (高橋). Hervez istimadennoù zo e vije e-tro 100 000 anv-familh disheñvel en implij hiziv e Japan. Paot pe baotoc'h eo anvioù zo hervez an takadoù-bro evel e Breizh. Da skouer e kaver stank an anvioù-familh Tamagusuku (玉城), Higa (比嘉) ha Shimabukuro (島袋) en Okinawa. Ne vez ket kavet an anvioù-se e lec'h all. Ur c'halz eus an anvioù en implij e Japan a zeu diwar ardremez ar vro war ar maez. Ishikawa (石川), da skouer, a dalvez kement ha "stêr meinek". Yamamoto (山本) zo evit "traoñ ar menez" hag Inoue (井上) "war ar puñs". Ma c'hall ar c'hanjioù a ya d'ober an anvioù-familh kaout un dalvoudegezh bennak, ar boaz eo chom hep treiñ anezho.

Liesseurt eo an anvioù-tud en o distagadur hag evit ar pezh a sell ouzh ar sinalunioù implijet evit o skrivañ. Peurliesañ ec'h echu an anvioù paotred e -rō (郎 "mab", met ivez 朗 "sklaer, skedus") pe -ta (太 "bras, kreñv") pe emañ an elfenn ichi enno (一 "kentañ (mab)", ivez 市 "marc'had, kêr"), kazu (skrivet ivez gant 一 "kentañ (mab)", asambles gant lunioù posupl all), ji (二 "eil (mab)" pe 次 "da-heul") pe dai (大 "bras"); evit an anvioù merc'hed e vez kavet kentoc'h anvioù a echu e -ko (子 "merc'h") pe -mi (美 "braventez"). Abaoe 1980 eo dic'hizet an anvioù merc'hed a echu gant -ko evit ar babigoù nevez, kement ha ma vez lamet kuit ko bremañ gant merc'hed en o oad gour ivez. E-touez al lunioù a gaver stank e dibenn an anvioù merc'hed emañ -ka (香 "esañs, frond" pe 花 / 華 "bleunienn", hag all) ha -na (奈).

Doare sevel kemmañ

E-keñver ar mod ma vezont savet eo eeunoc'h an anvioù japanek eget re sevenadurioù all. Ken ar Japaniz hag ar Japanezed o deus bep a anv-familh (kentlakaet) hag a anv-bihan (dreklakaet); war-bouez familh an Impalaer n'o deus hec'h izili anv-familh ebet. Graet e vez namae (名前) pe shita no namae (下の名前) eus an anv-bihan e japaneg. Myōji (苗字 pe 名字) a reer eus an anv-familh. Pa skriver japaneg e lakaer dirak an anv-familh (anv kentlakaet) ha war-lerc'h an anv-bihan (anv dreklakaet). Da skouer Kaneko 金子 pe Masuko 益子. Forzh penaos, evit unan boazet un tammig gant an anvioù japanek ez eo aes a-walc'h gouzout diforc'hañ an anvioù-familh eus an anvioù-bihan, ne vern pehini zo dirak egile.

Lunioù kemmañ

Gant kanjioù e vez skrivet peurliesañ an anvioù japanek daoust ma vez kavet lod skrivet gant hiragana pe katakana. Dre vras, evit an anvioù "hengounelañ" e vez graet gant al lenn kun'yomi eus ar c'hanjioù. Met bez' ez eus ivez kalz re all a implijer evito al lenn on'yomi. Re all c'hoazh, e-leizh, a vez implijet evito doaroù lenn na vezont kavet nemet evit an anvioù (nanori) a-hend-all, evel an anv plac'h Nozomi (希). Skrivet eo an darn vrasañ eus an anvioù gant unan pe daou ganji. Lod a skriver gant tri evel Sasaki (佐々木, unan eus an anvioù-familh boutinañ), Hon'inbô (本因坊, anv ur familh c'hoarierien go brudet-kaer), Shōji (東海林), Gushiken (具志堅), Yosano (与謝野) ha Kindaichi (金田一). Un nebeud anvioù all a skriver war-bouez pevar c'hanji ivez met rouez a-walc'h int.

Peurliesañ ec'h echu an anvioù merc'hed gant ar silabenn ko, skrivet gant ar c'hanji a dalvez "merc'h" (子). Evel-se e oa ar boaz betek ar bloavezhioù 1980 met n'emañ ket mui an doare-mañ diouzh ar c'hiz bremañ. A-wechoù e kaver anvioù paotred a echu gant ko, met rouez-kenañ eo e vefe implij et ar c'hanji 子 evit o skrivañ; e gwirionez pa echu un anv paotr gant ko eo evit hiko, ha graet e vez gant ar c'hanji 彦).

Echuiñ a ra an darn vrasañ eus an anvioù paotred e -shi pe -o; verboù eo an termenoù e -shi evit ar pep brasañ. Da skouer, Atsushi, a c'hall talvezout "bezañ devot". Gwechall (a-raok an eil brezel bed), e veze paot-mat an anvioù merc'hed skrivet gant ar c'hatakana met ne vez ket graet nemeur ken. Kalzik a anvioù merc'hed skrivet gant hiragana a gaver. Eus o zu eo bet rouez-kenañ a-hed ar wech an anvioù paotred skrivet gant kana, dreist-holl gant hiragana. Moarvat e teu eus ar fed ma seller ouzh ar skritur hiragana evel ouzh ur skritur benel mod pe vod : er Grennamzer ne veze ket desket d'ar merc'hed skrivañ gant kanjioù ha ne veze implijet ganto nemet ar silabenneg hiragana.

N'hall ket an anvioù, evel ar gerioù all e japaneg, kregiñ gant un n (ん、ン). Paot-mat eo avat implij an n e dibenn un anv, da skouer en anvioù paotred Ken, Kon, Shin, Jun ha Den.

Ur bern tud e Japan a c'haller renkañ o anv-familh er rummad -tō. Ar c'hanji 藤, a dalvez bleuñv glikin, en deus da on'yomi ar silabenn -tō (gant rendaku, -dō). Kalz tud o deus un anv-familh a implij ar c'hanji-se da eil lun. Deuet eo diwar ar fed e oa bet roet gant klan Fujiwara (藤原家) d'e samouraied anvioù-familh a echue gant kentañ kanji anv-familh ar c'hlan evit merkañ o renk sokial d'ur mare ma oa berzet an anvioù-familh d'ar bobl vunud. Setu skouerioù eus seurt anvioù Atō, Andō, Itō (daoust ma kaver ivez ar c'hanji implijet en dibenn), Udō, Etō, Endō, Gotō, Katō, Kitō, Kudō, Kondō, Saitō, Satō, Shindō, Sudō, Naitō, Bitō ha Mutō. Evel ma c'haller gwelet, kalz eus an anvioù boutinañ zo war ar roll-mañ.

Diaesterioù lenn an anvioù-tud kemmañ

Gallout a ra bezañ meur a zistagadur posupl d'un anv skrivet gant kanjioù, met unan anezho hepken zo reizh evit un den lakaet. Ouzhpenn, gallout a ra bezañ meur a ganji posupl evit aroueziñ anv un den, met aze ivez n'eus nemet unan zo reizh. Da skouer, pa vez implijet ar c'hanji en anvioù tud paotred, e vez implijet evel stumm skrivet Hajime, Ichi, Kazu, Hitoshi ha re all c'hoazh. Gallout a reer skrivañ an anv Hajime gant ar c'hanjioù 始, 治, 初 ha kalz re all. En anvioù paotred eo stankoc'h an darempred "kalz ouzh kalz"-mañ etre an doare da zistagañ un anv hag an doare d'e skrivañ eget en anvioù merc'hed, met kavet e vez ivez en anvioù-se. Gant se eo diaes-mat urzhiañ, distagañ ha treuzskrivañ an anvioù japanek. Setu perak a vez atav kavet war an teulioù melestradurel un tamm ichou ouzhpenn (anvet furigana) evit skrivañ distagadur an anv, gant katakana peuliesañ.

Evit anvioù-familh zo e vez implijet henlunioù pe lunioù dispredet. Se zo kaoz e c'haller skrivañ al lun shima (enez) gant 嶋 e-lec'h gant 島 hag a zo ar stummm anavezetañ hiziv an deiz. Anvioù zo a vez skrivet gant kanjioù divoas ivez. Ar re-se a-wechoù ne vezont ket kavet e rikoù lunioù re strizh war urzhiataerioù zo, daoust ma c'haller kavout anezho en unicode peurliesañ. Gwechall e oa start skrivañ anezho gant un urzhiataer ma ne veze ket kavet al lunioù-se. Daoust da se n'eo ket mat d'an dud dezho anvioù a skriver gant al lunioù-se erlec'hiañ outo lunioù all kevatal.

Ur skouer eus se eo an anv-familh Saitō. Ha pa vefe ouzhpenn 100 lun a lenner evel sai hag en tu all da 200 a lenner , n'eus nemet 4 eus ar sai-se a c'haller implijout evit skrivañ an anv-familh-se. An dalc'h eo ez eus un dalvoudegezh disheñvel gant an holl lunioù-se : talvezout a ra ar sai 8 linenn(斉) kement ha "a-gevret" pe "a-geñver", ar sai 11 linenn (斎) "glanaat", ar sai 21 linenn "paeañ" hag ar sai 23 linenn "saladenn". Ma ne gaver ket kaer an daou lun diwezhañ en anvioù-tud, ur fazi mezhus, tost dismegañsus, a vije kemmeskañ an daou gentañ rak reiñ a ra an anvioù da anavezout istor an tiegezh

A-wechoù e skriver an anvioù-familh gant lunioù divoas-mat anvet ateji, liammet mui pe vui ouzh an doare d'o distagañ. Da skouer e vez distaget peurliesañ 四月一日 evel shigatsu tsuitachi (ar pezh a dalvez ger-ouzh-ger "deiz kentañ miz Ebrel"), met en degouezh-mañ e vez lennet watanuki (綿抜き, ar pezh a dalvez "kimono divourell"), peogwir eo ar c'hentañ Ebrel an deiz henvoazel evit treiñ e zilhad goañv evit e zilhad hañv.

Skoueriekaat kemmañ

Gant ar gouarnamant eo e vez skoueriekaet ha reolataet implij ar c'hanjioù en anvioù-tud. E miz Here 2004 e oa 2232 "kanji evit anvioù" (anvet 人名用漢字, jinmeiyō kanji e romaji) hag e sell e oa ar gouarnamant da lakaat ouzhpennañ 578 kanji all war ar roll. Se a vije ar c'hemm brasañ abaoe an eil brezel bed. N'eus nemt ar c'hanjioù zo war ar roll ofisiel a c'haller implijout evit skrivañ anvioù tud. Graet eo bet evit bezañ sur e c'hallfe ar re a oar japaneg lenn ha skrivañ al lunioù. Reolennoù zo ivez evit chom mestr war anvioù a seller outo evel dizereat. Da skouer, e 1993 ez eus bet difennet ouzh ur c'houblad reiñ an anv Akuma (a dalvez "diaoul", 悪魔 e kanji) d'o mab.

Evit ar mare eo bet krennet da 2230 gant ar gouarnamant an niver a ganjioù a c'haller implijout en anvioù bugale met dalc'het e vez da implijout kalz kanjioù all en anvioù an oadourien. Goude bezañ stadet pegen luziet e oa deuet an traoù da vezañ gant an taol krennañ-mañ ez eus bet divizet nevez zo lakaat kreskiñ en-dro an nniver a ganjioù kentoc'h eget digreskiñ.

Tabut zo bet war ar steuñv evit lakaat kreskiñ an niver a ganjioù, dreist-holl abalamour d'ar c'hinnig da enskrivañ war a roll lunioù sinaek a dalvez evit termenoù evel "krign-bev", "gwarudez", "kelan" ha "kaoc'h", ouzhpenn ar jukugo (gerioù kenaozet gant daou ganji pe muioc'h) evit "mallozh", "gast" ha "palforsañ". Savet ez eus bec'h rak n'eus ket bet termenet reolennoù evit gouzout ma oa azas ar c'hanjioù-se pe get. Koulskoude eo bet divizet e c'houlenno ar gouarnamant ali an dud a-raok embann ar roll.

Evit ar pep brasañ ez eus bet degemeret doareoù a bep seurt gant an dud hag ar velestradurezh evit talañ ouzh ar c'hudennoù-se. Da skouer e vez kavet, peurliesañ, furigana pe lunioù ruby war al levrigoù pellgomz evit skoazellañ an dud da zistagañ an anvioù. Broudet e vez ar re o deus ar vroadelezh japanat da zegemer un doare romanekaet eus o anvioù evit o faseporzh. Krog eo, nevez zo, ar media japanek da implijout ar c'hatakana evit skrivañ anvioù tud anavezet tapet ganto brud war an dachenn etrebroadel. Diwar se eo deuet diouzh ar c'hiz e-touez ar yaouankizoù a glask tapout boazioù "liesvroadel" da ober heñvel evit o anvioù dezho, kement-se a-benn tizhout arouez ur "statud kevredigezhel uheloc'h"

Adkavet e vez an hevelep kudennoù deskrivet amañ gant lec'hanvadurezh Japan.

N'eo ket luziet an holl anvioù-bihan hag anvioù-familh avat. Anvioù-familh zo a c'ahller derc'hel soñj anezho a-drugarez d'an termen tanakamura ("kêr war ar maez"), a c'haller digejañ e tri c'hanji: 田 (ta, "rizeg"), 中 (naka, "e-kreiz" pe "e-barzh") y 村 (mura, "kêr"). Strollet-distrollet dre goubladoù mod pe vod e c'haller skrivañ ganto anvioù boutin-tre evel : Tanaka, Nakamura, Murata, Nakata, Muranaka ha Tamura.

Boazioù kemmañ

Gwechall-gozh e veze sellet ouzh Japaniz evel perc'henniezhioù impalaer Japan. Merkañ a rae o anv-familh ar garg a veze sevenet ganto er gouarnamant. Ur skouer eus kement-se eo an anv Otomo. Kalz a anvioù-tiegezh zo deveret eus o anvioù kevatal e sinaeg hag e koreaneg. Da souer Kaneshiro (金城) (koreaneg) ha Chan (sinaeg).

Betek marevezh Meiji, ne oa ket a anvioù -familh evit ar bobl vunut (ar re na oant ket ezel eus ar vrientinelezh pe eus ar renkad milourel). Implijet e veze doareoù all evel al lec'h ma oa genidik an dud ma oa ezhomm o diforc'hañ. Da skouer, ma oa bet ganet Ichirō e Asahi mura (e kêr Asahi) e Musahi e vije bet anvet "Ichirō eus Asahi-mura e Musashi". Evit kelo ar genwerzhourien e veze roet anv o stalioù dezho : ma oa Denbei perc'henn ar stal Sagamiya e veze anvet Sagamiya Denbei. Evit ar gouerien e veze graet gant an tadanvadurezh. Da skouer, ma oa Fujida, mab da Doiji e veze anvet "Fujida mab da doiji" (evel an anvioù en ab e Breizh, Abherve, Abalan, hag all). Gant renevezerezh Meiji e voe roet an urzh da lakaat anvioù-familh d'an holl. Kalz a dud a gemeras anvioù istorel met re all a grouas o hini diouzh o c'hoant. Re all c'hoazh a c'houlennas ali fur al lec'h. Setu a zispleg, evit darn, perak ez eus kement a anvioù-familh disheñvel e Japan, ha perak eo ken liesseurt an distagadurioù anezho.

D'ar mare ma veze graet kalz a vugale e oa ar boaz reiñ dezho anv an niver ma oant ganet heuliet gant ar c'hanji (郎, "mab"). Evel-se, e veze graet "Ichirō" eus ar mab kentañ, "Jirō" eus an eil, ha war-raok evel-se. Evit ar merc'hed e veze graet gant al lostger ko (子, "plac'h"); arabat eo kemmeskañ ko gant al lostger gourel hiko (彦), a vez kavet ivez, daoust ma n'eo ket ken stank. Rouesoc'h eo an doare ober-mañ bremañ met kavet e vez c'hoazh bugale zo bet heuliet evito ar patromoù dipleget amañ.

Lesanvioù kemmañ

E japaneg e vez krennet aes gerioù en ur strollañ moraoù kentañ daou pe dri ger. Implijet e vez ar boaz-se evit an anvioù, dreist-holl evit anvioù tud vrudet. Da skouer e vez graet Kimutaku (キムタク) eus Takuya Kimura (木村 拓哉, Kimura Takuya), anezhañ un aktor hag ur c'haner brudet. Implijet e vez ivez a-wechoù evit estrañjourien evel Brad Pitt a vez treuzskrivet e anv e japaneg evel-henn : Buraddo Pitto (ブラッド ピット); anavezet eo dreist-holl dindan ar stumm Burapi (ブラピ); Jimi Hendrix, a oa e lesanv Jimihen (ジミヘン). Tudennoù zo a vez mesket en o anv kanji, katakana ha hiragana, evel Beat Takeshi, Marcy (Masashi Tashiro) ha Martin (Masayuki Suzuki).

Anvioù ar pobloù all kemmañ

Lod eus ar minorelezhioù etnek a vev e Japan, dreist-holl Koreaned ha Sinaiz, o deus degemeret anvioù japanek evit aesaat an darempredoù hag en em zizober eus an droukziforc'h. Lod all avat a zalc'h d'o anv en o yezh-vamm, evel Chang Woo Han, saver ha prezidant Maruhan Corp., ur chadenn vras a stalioù c'hoari pachinko e Japan.

Koulskoude, evit tapout ar geodedelezh japanat e ranker kaout un anv japanek. Padal eo c'hoarvezet en dekvedoù diwezhañ e vefe aotreet hiniennoù zo da ober gant katakana hepken evit skrivañ o anv. Ur skouer anavezet mat eus se eo Martti Turunen, zo deuet da vezañ Tsurunen Marutei (ツルネン マルテイ). Tud all a ziviz ober gant kanjioù zo tost o distagadur ouzh sonioù o anv orin; da skouer eo deuet David Aldwinckle, da vezñ Arudou Debito (有道出人). Bez' ez eus ivez tud a ziviz kemer anvioù japanek hengounel evel Lafcadio Hearn, a rae gant an anv Koizumi Yakumo (小泉 八雲). D'ar mare-hont, evit tapout ar vroadelezh japanat e oa ret bezañ advabet gant ur familh japanat (evit Hearn, hini e bried) ha kemer o anv-familh.

A-wechoù e c'hoarvez da Sinaiz pe d'ar Goreaned a vev e Japan bezañ rediet da cheñch ar c'hanjioù ma skrivont o anv evit klotañ gant ar roll lunioù aotreet evit se.

Evit an dud bet ganet en estrenvro gant un anv-bihan estren hag un anv-familh japanek e vez skrivet o anv e katakana ha skrivet ouzhpenn e doare ar c'hornôg pa veont implijet e japaneg. Da skouer eo meneget Eric Shinseki evel-henn エリック シンセキ (Erikku Shinseki).

Abaoe 2001 n'haller ket mui ober implij eus an arouezenn "v" en anv unan, nemet e vije estren e dud a orin. ヴ eo ar c'hatakana tostañ ouzh ar son "v" met gallout a ra bezañ treuzskrivet "v" pe "b". Kudennoù a sav diwar-se er paseporzhioù pe war an teulioù meslestradurel pa vez ret reiñ ur stumm eus an anv e romaji; erlec'hiet e vez al lizherenn "b" ouzh "v". Kemmet eo diwar se anvioù evel "Viktor" a vo treuzskrivet Bikutoru.

Anvioù tiegezh an impalaer kemmañ

 
Akishino-dera e Nara, ma kemer ar Priñs Akishino e anv

Evit abegoù istorel n'o deus ket Impalaer Japan nag ar priñs pennhêr a anv-familh. Implijout a reont just un anv-bihan evel Hirohito (裕仁), zo dibaot-kenañ e Japan : gwelloc'h e kav Japaniz ober anv eus "An Impalaer" pe "Ar priñs pennhêr", gant asaouez ha doareoù seven.

Pa c'han unan bennak e tiegezh an Impalaer e vez roet d'ar bugelig nevez ganet un anv-bihan boutin hag un anv-tiegezh impalaerel. Da skouer, e vez graet Tsugo-no-miya Akihito eus Akihito ha graet e veze "priñs Tsugo" anezhañ pa oa bihanik. Graet e vez gant an anv-tiegezh impalaerel betek ma teu an den da vezañ hêr an tron pe ma teu da gemer unan eus anvioù istorel ar briñsed (常陸 Hitachi, 三笠 Mikasa, 秋篠 Akishino, hag all).

Bras-mat eo ar familh impalaerel ha kalz keodedourien voutin o deus ofisielaet o anv-familh impalaerel goude an eil brezel bed evel, da skouer, Asaka Yasuhiko.

Levrlennadur kemmañ

  • KOOP, Albert J.; INADA, Hogitaro. Japanese Names and How to Read Them. Londrez: Kegan Paul International Ltd., 2005. 576 p. ISBN 0710311028.
  • O'NEILL, P.G. Japanese Names. Nueva York: Weatherhill Inc., 1972. 359 p. ISBN 0834802252.
  • KUNIYA, Minoru; OYAMA, Mami. Legal Regulations on the Advanced Science and Technology, Regulations on Life Science - Rann 2: Guidelines Established by Countries and Academic Associations - Rann 2: Dezvegoù lezennel anskrivet. 1999, 167 p.

Liammoù diavaez kemmañ

  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける