Anvioù brezhonek fentus ha faltaziek
Ul lec'h faltaziek zo ul lec'h ha n'eus ket anezhañ ha koulskoude en deus un anv.
Anvioù faltaziek kemmañ
- Ejipt gavrig : meneget e skridoù Job Jaffre en dastumadoù pennadoù Etrezomp e brezhoneg
- Kerambreoù : troidigezh (en) Hogwarts gant Mark Kerrain e romantoù brezhonek Harry Potter
- Keribilbeuz : diwar ibil ha beuz
- Kernikun : lesanv roet d'un den didalvez
- Kerdrubuilh : lesanv roet d'ur bugel, d'ar vugale, pa vez diaes dont a-benn anezho
- Kerlopelop : meneget e dastumadoù pennadoù Job Jaffre
- Kerneblec'h : e-lec'h neblec'h
- Kerdiwezhat : lesanv d'ul lec'h ma vez dale gant an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
- Kerdrabas, Kerflav : anvioù d'ul lec'h, d'un ti ma vez nec'het an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
- Kerskouarneg : lesanv roet d'ul lec'h m'eo bouzar an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
- Kerbennek : lesanv roet d'ul lec'h m'eo pennek an dud, diwar-se ar seurt-se a dud
- Kervouzhig : lesanv roet d'al lec'h ma vouzh an den, diwar-se ar seurt-se a dud
- Kernetra : anavezet en droienn mont da Gernetra, a zo kement ha mont da get, ha kas ar stal da Gernetra ; anv-lec'h meneget gant Ivon Krog er gontadenn Mab-kaer d'ar roue en e zastumad Eur Zac'had Marvailhou
- Kernebeudig : anvioù lec'h a ra dave d'an dienez, d'an diouer, d'ar baourentez
- Landupedu : e-lec'h tu pe du, neblec'h
- Lannevern : e-lec'h ne vern pelec'h. Meneget en danevell Lannevern e kañv gant Jakez Konan
- Plounetra : ul lec'h dister, bet meneget e Feiz ha Breiz[1]
- Poull-an-Diegi : mont da gannañ da Boull-an-Diegi zo kement ha chom er gêr e-lec'h mont da gannañ, meneget gant Jules Gros e Le Trésor du Breton parlé
- Sant Diboan : sant faltaziek, enoret e Plevin
- Sant Malarjez : sant faltaziek, meneget pa gomzer eus deiz Malarjez
- Sant Tremen : sant ha n'eus ket anezhañ : mont d'an oferenn da Sant Tremen zo kement ha tremen hep oferenn ebet
- Sant Tupedu.
Lod a blij dezho labourat e Kerneblec'h met den ne gav plijus debriñ e Kernetra.
Anvioù faltaziek da lec'hioù gwir kemmañ
- Kerandisamm, 'Kersoulaj : ar privezioù
- Kerchopin : un ostaleri
- Kerhun : mont da gousket eo "mont da Gerhun"
- Kerroc'h : mont da gousket, da roc'hal eo "mont da Gerroc'h"
- Kersatan : an ifern
- Kersec'h : un ti ma ne vez ket servijet takenn ebet da evañ
- Kerskos : ul lec'h ma'z a an dud pa varvont
- Kerwazi : ti ar re sot (Ti Boum a lavarer e Kemper eus ar bredospital Gourmelen)
- Kerziboan : ul lec'h m'eo lezirek an dud
Anvioù fentus da rannoù eus ar c'horf kemmañ
- Kergof : ar c'hof
- Kervramm, Milin ar Brenn, Milin Brammoù, Toull-brenn, Roull ar Brenn : ar fraezh
- Riboul ar patatez : ar genoù
Pennadoù kar kemmañ
Notennoù kemmañ
- ↑ "Ar c'houeriad. — Aman e Plounetra ni n'hon doa nemet 35°; met n'eo ket re fall evid eur c'hoz tamm toull evel henman." Feiz ha Breiz, miz Meurz 1924, p. 105.