An Aotrou a zo da gentañ perc'henn un douar.

Aotrou
titl noblañs, karg, micher, style
Iskevrennad eusrener Kemmañ
Applies to jurisdictionRouantelezh Saoz Kemmañ
Stumm benel an dikedenndame, lordino, vrouwe, seigneuresse, lordinja Kemmañ

Bez ez eo ivez un titl roet

  • da berc'henn ur vro, un noblañs bennak: an aotrou dug.
  • da Zoue: bugale an aotrou Doue
  • abaoe m'emañ kevredigezh kêr en he bleuñv e vez roet an anv-se koulz da berc'henn an ti a baeer ur feurm dezhañ, evel d'an den a iliz: an aotrou person, an aotrou'n eskob.
  • dre astenn-ster e vez roet da vicherioù all: an aotrou skolaer
  • ha diwar-se dirak un anv-tiegezh: an aotrou Maze.

Gerdarzh kemmañ

Dont a ra eus altro en henvrezhoneg, a dalvez kement ha "tad mager". Da geñveriañ ouzh ar gerioù athraw (kelenner) ha allthraw (paeron) e kembraeg, an holl gerioù-se a za eus *altrawū (eontr mager) e kengelteg, altru e heniwerzhoneg zo hañvalster.

Gladalc'helezh kemmañ

Bezañ aotrou a oa bezañ perc'henn un douar, ha ne oa ket ret bezañ noblañs atav: ur beleg, ur marc'hadour, ul labourer-douar, un abati, a c'halle bezañ aotrouien, pe aotrounez.

Betek nebeudig e oa gwirioù un aotrou gant aotrou Enez Sark, a ranko o dilezel evit mont e kumuniezh Europa.

Tiegezh kemmañ

Troioù-lavar kemmañ

  • un aotrou kaoc'h-brochoù: ul labourer douar a ra e vras
  • ur c'hrak-aotrou: un denig dister
  • bezañ un tamm aotrou: bezañ lorc'hus

Lennegezh kemmañ

Mitologiezh kemmañ