Ar Gelveneg

kumun Penn-ar-Bed

Ar Gelveneg zo ur gumun e ar Vro Vigoudenn e kanton Pont-'n-Abad, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh.

Ar Gelveneg
Ar vag Ar Gwenodenn e porzh ar Gelveneg
Ar vag Ar Gwenodenn e porzh ar Gelveneg
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) (Le) Guilvinec
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Ar Gelveneg (betek 2015)

Pont-'n-Abad (abaoe 2015)

Kod kumun 29072
Kod post 29730
Maer
Amzer gefridi
Jean-Luc Tanneau
2012-2026
Etrekumuniezh Su ar Vro Vigoudenn
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 693 ann. (2020)[1]
Stankter 1 095 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 47′ 46″ Norzh
4° 16′ 57″ Kornôg
/ 47.796111, -4.2825
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 17 m
Gorread 2,46 km²
Lec'hiañ ar gêr
Ar Gelveneg

Douaroniezh kemmañ

Ardamezioù kemmañ

 
Benet : ouzh 1 en aour e grank en gul dehaouiet gant ur c'havr-vor gevliv ; ouzh 2 en gul e vag-pesketa en aour ; e sourin gommek etre argant ha glazur balirant.

Istor kemmañ

 
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
  • Krouet eo bet ar gumun er bloavezh 1880, ha chomet eo ar c'huzul en tu kleiz betek 1995. Da gentañ ar strollad "radikal" a zo bet e penn etre 1880 ha 1935, war-lerc'h eo deuet ar gomunisted betek ar bloavezh 1977, goude-se eo bet dilennet ar Strollad Sokialour Gall, chomet e penn an ti-kêr betek 1995. Evel-just etre an hañv 1940 hag hini 1944 e oa bet aloubet ar gumun gant an Alamaned, ha lakaet ur maer a-du ganto er penn.

An traoù-se a ziskouez splann, pa ne oa er prantad-se tost nemet brezhonegerien er Gelveneg betek an Eil brezel-bed, ne oa ket ar re-mañ a-enep ar Repulbik, met Republikaned kendrec'het ha kalonek, daoust d'ar gaou graet d'ho yezh gant jakobined dall Pariz, dallet gant mennozhioù kaer hag a oa ivez re ar Gelvenegerien! Koulskoude a veze graet "Plouked" pe "chouaned" outo, gant pennoù bras pe bihan diskennet eus Pariz gant o bragoù berr ha mennozhioù ken berr all. Souezhet e vezer pa weler pegement a sotonioù pa n'eo ket torfedoù a veze graet a-hed an Istor gant tud gant mennozhioù kaer!

Ha ne oa ket ken aes-se bezañ republikan e 1880, rak divizet e oa bet adsevel ar Republik er bloavezh 1875 war-bouez ur vouezh hepken! An tu dehoù ne oa ket a-du evit ar Republik d'ar mare-se, setu ma ne vijfe ket bet anezhi ma vije aet an trec'h gantañ. Setu, trugarez d'ar vrezhonerien gozh, difennerienn gwirion hag hael ar Frankiz, an Ingalded hag ar Vreudeuriezh, ha ne zelezent ket ar c'homzoù kriz ha divalav a gouezhe warno eus genoauioù diouiziek ha rok pennoù bras ar galloud.

Anat eo, e 1995, oa deuet an tu dehoù da vezañ republikan ivez, rak cheñchet o deus o mennozhioù dreist-holl war-lerc'h an eil brezel bed.

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • Mervel a reas 161 gwaz eus ar gumun, eleze 3,64% eus he foblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[2].

Eil brezel-bed kemmañ

  • Merval a reas 32 zen ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Brezelioù didrevadennañ kemmañ

Brezel Indez-Sina kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Maner kergozh; porzh-mor;mirdi ar peskerezh. beg Men-Meur; an aod-wenn;tachenn-kamping; Goudor ar Vartoloded; CLC:(Centre des Loisirs et de la Culture);Kreizenn Multimedia

  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[5].

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun kemmañ

Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 1 (Royal Air Force)
Hollad 1

Karrnijour e oa. Mervel a reas e miz Gouere 1918, e-pad ar Brezel-bed kentañ[6]

Emdroadur ar boblañs kemmañ

Niver a annezidi

Brezhoneg kemmañ

D'ar 4 a viz C'hwevrer 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù kemmañ