Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Ur yezh zaparoek eo an arabeleg. Komzet eo gant 50 a dud, war ur boblañ veuriadel a 500, e div geriadenn war ribl ar stêr Arabela e Perou. An dud gozh hepken e implij tra ma ra izili arall ar strollad gant ar c'hetchwaeg.

Arabeleg
(Tapweyokwaka)

En arvar bras
Perzhioù
Komzet e : Perou
Rannved : Amerika
Komzet gant : 50
Renkadur :
Familh-yezh : Yezhoù zaparoek
  • Strollad Zaparo
    • Arabeleg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
{{{livfamilh|Diouer}}}}}; font-size:120%; color:{{{livlizherennou}}};"|Rizhouriezh
Urzh ar gerioù : SOV
Frammadur silabek : (C)(G)V(G)
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2
ISO 639-3
Kod SIL ARL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.


Doare skrivañ ha fonologiezh kemmañ

Ur yezh dre gomz eo an arabeleg. Un doare-skrivañ a oa bet ijinet evitañ avat gant ar yezhourien. An hevelep reolennoù hag ar spagnoleg a heul gant un nebeud disheñvelderioù :

  • Distagañ a ra an arabeleg ar vokalennoù berr diouzh a vokalennoù hir a vez diskouezet dre lizherennoù doubl : shaaqui : n'eus ket
  • c ha qu' a vez distaget g en trede silabenn ar ger pe en eil hini pa vez ur vokalenn hir er silabenn gentañ : jaaquejoriquiaa :o kanañ edon.
  • e a zo digoroc'h eget e spagnoleg ha derc'hel a ra ul lec'hiadur-etre etre e hag i : muenu : kolier
  • j a ve distaget c'h evel e spagnoleg met c'hwekoc'h e vez ha distaget dre-fri : jaanu : nijal
  • ar vokalennoù a vez distaget dre fri kent n ha m
  • r a vez distaget n wechoù'zo.

Pouez-mouezh kemmañ

War ar silabenn gentañ emañ ar pouez-mouezh ar peurliesañ met pas atav. Ar silabenn heñvel an eil ouzh eben a vez kenveuzet alies : jonenejonu > joonejonu : c'hwitellat

Vogalennoù kemmañ

Vogalennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz A-dreñv
Serr i u
Peuzserr ɪ
Damserr o
Digor a  

Kensonennoù kemmañ

Kensonennoù
Diweuz Dent Logigoù Drek-logigoù Gouel Tarzh
Dre serriñ [p] [t] [k]
Dre daravat [s] [ʃ] ɦ
Dre fri [m] [n]
Dre dostaat [w] [j]
Dre froumal [r]

Yezhadur kemmañ

An anv kemmañ

Reizh yezhadurel ebet a zo gant an arabeleg. Evit un nebeud gerioù, o livañ tud dreist holl, e resisaer ar reizh dre stagañ lostgerioù

Cua niya-nu : Va mab

Cua niya-tu : Va merc'h

Raganvioù kemmañ

Raganvioù-gour kemmañ

Seizh raganv-gour en deus an arabeleg ha disheñvelañ a ra etre un ni endalc'hus hag un ni ezdalc'hus. Daou stumm o-deus ar raganvioù zaparoek : oberiant ha gouzañvus. Implijet e vez ar stumm gouzañvus da ziskouez an dro-damall ha rener ur verb-stad.


  Oberiant Gouzañvus
Kentañ gour unander janiya <br\> -nijia cua <br\> cu- / cuo- /qui
Eil gour unander quiajaniya<br\> quiaa<br\> quia <br\>quio-<br\>-quia <br\>cero
Trede gour unander nojuajua<br\>-Vri na<br\>ne <br\>no<br\>-quinio
Kentañ gour liester endalc'hus pajaniya<br\>paa pa <br\>pue- <br\>-pue
Kentañ gour liester ezdalc'hus canaa canaa
Eil gour liester niajaniya<br\>niaa nia<br\>nio
Trede gour liester nojori na<br\>no-

Skouer kemmañ

Deroù Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den

Pámeere ííñújiri meíjcyame tsá múhójísí pañé ícubáhrádú meíjcyáítyuróne. Pámeere tsahdúré imí meíjcyame mewájyújcatsíñe mépíáábójcatsíiyá tsaatéké éhdííválletúmé éhne múu mépañétúéné nahbémuma meíjcyadu.

Daveoù kemmañ

  • Dicconario Arabella—Castellano, Rolland G. Rich, Instituto Lingüistico de Verano, Perú – 1999
  • Rich, Furne. 1963. "Arabela Phonemes and High-Level Phonology," SPIL I, 193-206

Liammoù diavaez kemmañ

Gwelet ivez kemmañ

Yezhoù Perou



  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.