Arnodoù nukleel gall

Betek-henn ez eus bet 210 arnod nukleel gall . Abaoe 1996 he deus gouestlet Bro-C'hall paouez da vat gant an arnodoù nukleel. Abaoe e vez graet arnodoù-seblant.

Kentañ arnodoù ar Sahara (1960-1966) kemmañ

An arnodoù en aer e Reggane kemmañ

Un dachenn da vannañ a oa bet krouet e Reggane, e-kreiz dezerzh ar Sahara, 700 kilometr er c'hreisteiz da Colomb-Béchar. Bannet e veze ar bombez adalek un tour savet en Hamoudia, un 50 kilometr bennak er mervent da Regganne

Listenn an arnodoù en aer
Deiz Anv an arnod Nerzh
(e kilotonnennoù TNT)
13 C'hwevrer 1960 Gerboise bleue 70 KT
1 Ebrel 1960 Gerboise blanche nebeutoc'h eget 5 KT
27 Kerzu 1960 Gerboise rouge nebeutoc'h eget 5 KT
25 Ebrel 1961 Gerboise verte nebeutoc'h eget 5 KT

E danevell-vloaz Komiseriezh an nerzh atomek c'hall e 1960 ez eus diskouezet un takad kontammet a 150 km hed war-dro.

War-lerc'h poutch ar jeneraled, pe poutch Alger, d'an 23 a viz Ebrel 1961 e c'hourc'hemennas ar gouarnamant gall ma vije lakaet ar vombezenn Gerboise verte da darzhañ d'ar 25 a viz Ebrel evit ma ne lakaje ket an emsavidi o c'hrabanoù warni[1].

Arnodoù dindan an douar en Hoggar kemmañ

Ret e oa da Vro-C'hall dilezel an arnodoù en aer, hag ober anezho dindan zouar, dilousoc'h. Dibabet e voe ober anezho en In Ecker (Sahara), er c'hreisteiz da Reggane hag ur 150 km en hanternoz da Tamanrasset.

Notennoù kemmañ

  1. Peter Feaver et Peter Stein, Assuring Control of Nuclear Weapons: The Evolution of Permissive Action Links, CSIA Occasional Paper #2, Lanham, MD: University Press of America, 1987