Arrested Development

Arrested Development zo ur strollad hip hop dazeilat stadunanat.

Arrested Development (2006)

Diazezet eo e fin ar bloavezhioù 1980 e Atlanta gant ar raperien Speech ha DJ Headliner. En o albom c'hentañ e kaver ar c'hananouennoù "Tennessee", "People Everyday" ha "Mr. Wendal" a reont berzh bras. Gounit a ra ar strollad ur Grammy Award evel "gwelañ arzour nevez", ha anvet eo strollad ar bloazh gant ar gelaouenn Rolling Stone.

N'eo ket douget ar strollad da gangsta rap deroù-mañ ar bloavezhioù 1990 met kentoc'h d'o identelezh afrikan.

D'ar mare-se eo a c'houlen ganto ar filmaozer Spike Lee aozañ un ganaouenn evit Malcolm X, e film diwar-benn buhez ar lider afroamerikan. Enrollañ a reont "Revolution" eta.

Zingalamaduni zo embannet e 1994 met ne werzh ket kalz. Distrollañ a reont e 1996 met strollañ a reont en-dro e 2000 (hep Headliner).

O albom diwezhañ Since The Last Time zo embannet war an dachenn etrevroadel e miz Gwengolo 2006 (met ket er SUA).

Ober a reont ur droiad en Aostralia e miz Meurzh 2007, asambles gant Simple Minds ha INXS.

Since The Last Time zo embannet er Stadoù-Unanet e miz Here 2007 war label Speech, Vagabond Record & Tapes.

Pladennrolladur kemmañ

Albomoù kemmañ

  • 1992: 3 Years, 5 Months & 2 Days in the Life Of... (Chrysalis) - US Pop #7, US R&B #3 (4X Platinum)
  • 1993: Arrested Development Unplugged (Chrysalis) - US Pop #60, US R&B #38 (Gold)
  • 1994: Zingalamaduni (Chrysalis) - US Pop #55, US R&B #20
  • 2000: Da Feelin' EP (EMI)
  • 2002: Heroes of the Harvest
  • 2003: Extended Revolution war [Stateside Records] [1]
  • 2004: Among The Trees
  • 2006: Since The Last Time

Singles kemmañ

  • 1992: "Tennessee" - US Pop #6, US R&B #1, US Rap #1
  • 1992: "People Everyday" - US Pop #8, US R&B #2, US Rap #1
  • 1992: "Mr Wendal" - US Pop #6, US R&B #6
  • 1992: "Raining Revolution" - US R&B #49
  • 1992: "Revolution" - US Pop #90, US Rap #20
  • 1993: "Natural" - US R&B #90
  • 1994: "United Minds" - US R&B #66, US Rap #49
  • 1994: "Ease My Mind" - US Pop #45, US R&B #14, US Rap #4

Liammoù diavaez kemmañ