Arvern[1], Alvern[2], pe Aovergn[3] (Auvèrnhe pe Auvèrnha en okitaneg, Auvergne e galleg) zo ur vro istorel eus Okitania hag evit un darn vat ur broviñs kozh eus Bro-C’hall abaoe dibenn an XIIvet kantved.

Kartenn dugelezh Arvern

Meur a aotrouniezh a voe er Grennamzer er vro annezet a-gent gant pobl c’halian an Arverni ha mont a reas an douaroù-se da stummañ ur gontelezh goude-se. Staget e voe kontelezh Arvern ouzh rouantelezh Bro-C'hall e dibenn an XIIvet kantved, gant ar roue Fulup II an Aogust, tra nac'het betek ar XVIIvet kantved gant lod eus diskennidi konted Arvern.

Hiziv emañ proviñs kozh Arvern en he fezh e-barzh rannvro Auvergne, met brasoc’h eo ar rannvro velestradurel eget Arvern gozh.

Clermont-Ferrand eo ar gêr-benn istorel.

Auvernhat, pe arverneg, a reer eus rannyezh okitanek Arvern.

Ardamezioù kemmañ

Eus ar proviñs d'an departamantoù kemmañ

An darn vrasañ eus ar proviñs a zo aet d'ober departamantoù ar Puy-de-Dôme hag ar C'hantal. Tammoù a zo en Haute-Loire hag en Allier.

 
Ar vro rannet etre an departamantoù.

Tud kemmañ

  • Vercingetorix, penn galian
  • E Riom, en Arvern, eo ganet ar c'haner Alain Cochevelou, anavezet gwelloc'h dindan e anv arzour Alan Stivell, e dad a oa den-e-karg d'an ampoent eno.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Geriadur Vallée, roet da droidigezh kentañ: «Auvergne Bro-Arvern, (an) Arvern, (an) Aovergn», p. 49b; Roparz Hemon, Dictionnaire Français-Breton (1947) «Noms géographiques, p. 399b, Auvergne Arvern» (troidigezh nemeti roet).
  2. Paotr Treoure Mojennou ha soniou p. [120], «ton alvernat».
  3. Geriadur Vallée, p. 49, roet da drede ha diwezhañ troidigezh.