Ask Me Why eo an eil kanaouenn (2:24 he fadelezh) a vez kavet war an tu B eus ar bladennig du a oa bet embannet d'an 11 a viz Genver 1963 e Breizh-Veur gant ar strollad The Beatles. Please Please Me a oa ar ganaouenn gentañ war an tu A.

Bet sonaozet gant John Lennon ha Paul McCartney diwar awen John, e 1962 a-hervez, Ask Me Why zo ur ganaouenn dister hag a oa bet dibabet gant ar Beatles evit o sonadegoù er c'hCavern Club e Liverpool ar bloaz-se. Krouet e oa bet d'an 11 a viz Even 1962 da geñver abadenn radio ar BBC-Skingomz Teenagers' Turn. Bet kinniget e-touesk peder c'hanaouenn gant ar strollad evit e gentañ abadenn enrollañ e studioioù EMI en Abbey Roads d'ar 6 a viz Even e voe nac'het gant George Martin a gave anezhi re wan evit ur bladennig kentañ.

Perzh e oa Ask Me Why ivez eus kentañ albom ar Beatles, Please Please Me e anv.