Atys (mab Kroisos)

(Adkaset eus Atys, mab Kroissos)
  • Ur pennad Atys zo ivez.

Atys, mab d'ar roue Kroisos (pe Krezuz), ha tad da b-Pythios, a oa roue Lydia.

Hervez levr kentañ Istorioù Herodotos e reas e dad Kroisos un hunvre ma welas e vab Atys lazhet gant ur goaf. Klask a reas Kroisos mirout ouzh ar gwall blanedenn. E zimeziñ a reas kenkent, ha paouez d'e gas da vrezeliñ. Kement-se ne harzas ket ouzh an droug avat.

An hoc'h-gouez kemmañ

Un deiz e tegouezhas ur pikol hoc'h-gouez spontus e bro Olympos Mysia, ha tud Mysia a yeas da gaout ar roue Kroisos da c'houlenn digantañ skoazell e vab hag un toullad tud yaouank gant chas da gaout an dizober eus al loen. Nac'h a reas an tad roue met derc'hel warnañ a reas ar mab ken na voe laosket da vont da hemolc'hiñ an houc'h dra ma ne vez ket armoù houarn gante. Met kas a reas Adrastos evel diwaller. E-kerzh ar chaseadeg e voe lazhet Atys gant Adrastos a oa o klask skeiñ e c'hoaf ouzh an hoc'h-gouez.

En em lazhañ a reas Adrastos war vez Atys gant ar morc'hed.

Pennadoù kar kemmañ