Austrocypraea reevei

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Austrocypraea reevei
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Austrocypraea
Anv skiantel
Austrocypraea reevei
(Sowerby, 1832)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Austrocypraea reevei a zo ar spesad bev nemetañ a vez renket er genad Austrocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev etre Gwalarn ha su Aostralia etre lize izel ar lanv betek dourioù don an hini eo.

Taksonomiezh kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2]. An anv reevei a zo bet roet en enor da Lovell A. Reeve, kreginer a vro Saoz (1814-1865).

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrocypraea reevei bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea reevei Sowerby, 1832 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad Cypraea nemetañ.

Bevoniezh kemmañ

Kregin divoutin eo an Austrocypraea reevei. Kavet e vezont etre live izel al lanv betek 40 m dindan bloc'hadoù reier e-touek spouennoù mor hag er frailhoù don. Nebeut kregin a zo bet draget etre 150 m ha 300 m donder.

Ment kemmañ

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 30 mm ha 40 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 23 mm gour pe ramz, betek 51 mm.

Gwelout ivez kemmañ

Lyncina vitellus, pa vez yaouank ar grogenn, ha Cypraeovula iutsui daou spesad gant tresadennoù tost a-walc'h.

Kartenn al lec'hioù bevañ kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo etre Gwalarn ha Su Aostralia.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 22 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=578026(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)