Azoniad Poland pe sindrom Poland a zo ur c'hleñved dianav e abeg ha tapet a-vihanik. Etre 1 ha 3 babig diwar 100.000 ganedigezh a vez ganet gant ar c'hleñved-mañ.

An dra voutin d'an holl dud gant azoniad Poland eo aplaziezh (ehan er c'hresk) pe ezvezañs unan eus an div gigenn-vruched (kleiz pe zehou). Direizhderioù all a c'hell bezañ : oligodaktiliezh (mankout a ra ur biz pe veur a hini), sindaktiliezh (juntret ar bizied asambles), asimetriezh an izili-krec'h, direizhder el lienenn-gig, en avu, er galon, el lounezhi... Alies e vez kudennoù analat ha skolioz gant an den ivez.

Azoniad Poland a c'hellfe bezañ ur c'hleñved genetek met n'eo ket bet prouet evit c'hoazh.

Bruched ur vaouez gant azoniad Poland

Tud brudet gant azoniad Poland kemmañ

Jérôme Thomas, bokser gall
Jeremy Beadle, kinniger tele saoz