Ul ledennad vor dezhi ur stumm kamm o sankañ en douar eo ar bae. E-touez ar seurt stummoù douarel a ro d'un aod un tres kromm-digromm eo, ha digor a-walc'h eo peurliesañ. Ar c'hontrol eus ar c'hourenez eo. Ur gorread bihanoc'h eget hini ar pleg-mor en deus, ha brasoc'h eget hini ar vorlenn. Koulskoude e komzer eus Bae Hudson ha Bae Bengal daoust da vezañ bras-bras.

Gwell eus Bahía de Coquimbo, er Gran La Serena, e Chile.

Aber ur stêr a c'hall bezañ ur bae, evel Bae Chesapeake er Stadoù-Unanet. Baeoù zo el lennoù bras ivez.

Alies e vez digresket nerzh an avel ha sac'het ar gwagennoù gantañ. Traezhennoù zo a-wechoù. Dibabet eo bet alies e istor an den evit en em staliañ peogwir eo ur goudor mat evit krapañ an eor, pesketa, sevel ur porzh hag ober kenwerzh.

Baeoù brudet kemmañ

 
Skeudenn loarell Bae Konk-Kerne.
 
Bae Donostia, en Euskal Herria.
 
Bae Ha Long, e Viet Nam

  Breizh kemmañ

En Azia kemmañ

En Europa kemmañ

En Amerika kemmañ

Pennadoù kar kemmañ