Baglan zo anv ur manac'h ha sant brezhon a voe desket, evel kalz a sent eus e amzer, e manati Llanilltud[1] , e kreisteiz Kembre, war-dro ar VIvet kantved.

Lavaret e vez, hep prouenn a gement-se, e oa mab da Ithel Hael, ur priñs brezhon eus an tolead, hag e kuitaas e vanati da vont betek traonienn Nedd. Eno e savas iliz Baglan tra m'edo o vevañ en ul loch e-kichenik.

Mojenn kemmañ

Hervez ar vojenn e oa bet gwelet (gant Cadoc pe Iltud) o tougen tan en e sae manac'h hep deviñ anezhi. Illtud neuze a roas dezhañ ur vazh-eskob hag a lavaras dezhañ mont da sevel un iliz da lec'h ma kavje ur wezenn ha teir frouezhenn enni.

Kavout a eure ur wezenn ma oa gouzer d'ar moc'h, un hed d'ar gwenan, hag un neizh d'ar brini. Koulskoude e kavas gwell ul lec'h plaenoc'h, a zo pe e-lec'h m'emañ iliz Santez Katell hiziv, pe tostoc'h c'hoazh d'ar bae. Pezh a save bemdez a veze pe diskaret bep noz, pe nijet kuit, pe kaset e-harz ar wezenn. Ken skuizh e oa aet a-benn ar fin ma savas e iliz tost d'ar wezenn. Marteze e voe savet un iliz nevez all eno er Grennamzer, evel a c'hoarvezas alies, en enor da Sant Baglan, ha honnezh marteze eo an hini a voe devet e 1954, ha ne chom nemet rivinoù anezhi. A-hervez e voe miret ar vazh-eskob betek ar XVIIvet kantved.

Baglan all kemmañ

Ur Baglan all zo anavezet: er VIIvet kantved e voe savet Llanfaglan nepell diouzh Caernarfon, en hanternoz ar vro, e Gwynedd, gant ur sant all, Baglan ap Dingad,

Pennadoù kar kemmañ

Orin ar pennad kemmañ

Troet diwar bennad ar wikipedia saoznek.

Notennoù kemmañ

  1. T D Breverton(2000), The Book of Welsh Saints, Glyndwr publishing, pp 67-68, ISBN 1-903529-01-8.