Ur yezh iranek eo balotcheg (balochi بلوچی), yezh pennañ Balotchistan.

E 1948 e teuas Balotchistan da vezañ ul lodenn eus Pakistan ha lakaet e voe bet an ourdoueg da yezh vroadel.

Dre vras ez eus div rannyezh pennañ:

Balotcheg ar reter, bet levezonet gant ar sindeg hag ar pachtoueg
Balotcheg ar c'hornôg, bet levezonet gant ar turkmeneg, ar perseg, ar pachtoueg hag an arabeg

Ur yezh dre gomz e oa bet ar balotcheg ha ne veze ket graet gantañ dre skrid betek an 19vet kantved, pa veze implijet ar perseg evit sevel ar skrid-mañ'r-skrid.

En 19vet kantved e oa bet kroget da skrivañ ar yezh oc'h ober gant stil nastalek (nasta'liq) al lizhereneg arabek, implijet peurliesañ evit skrivañ ar yezhoù persek.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

  • [1] EuroBalúči