Banniel Iwerzhon
Banniel Iwerzhon
Kenfeurioù 1:2
Kod bannielouriezh

Banniel broadel evit pep degouezh

Anv (pe lesanv) an Bhratach Náisiúnta (ar banniel broadel), an Trídhathach (an triliv), the Irish Tricolour (Triliv Iwerzhon)
Degemeret e 1919
Livioù
  • ██ gwer P347C
  • ██ gwenn
  • ██ orañjez P151C
  • Banniel Iwerzhon (a vez anvet alies the Irish Tricolour e saozneg ; an Bhratach Náisiúnta en iwerzhoneg) zo ur banniel triliv, gant al livioù a-serzh, gwer, gwenn, hag orañjez. E hed zo an hanter hiroc'h eget e led (1:2).

    Banniel ofisiel Republik Iwerzhon eo. Ar vroadelourien eus Hanternoz Iwerzhon a sell ouzh an triliv ivez evel arouez an enezenn a-bezh. Abalamour d'an dra-se e vez gwelet kalzik er rann-se eus an enezenn, ha pa ne blijfe ket d'an holl eno.

    Arouez kemmañ

    Al liv gwer eo arouez emsav ar Gatoliked zo bet gwasket e-pad pell gant ar Rouantelezh Unanet ha, dre vras, an emsav evit dieubidigezh ar vro. Al liv orañjez e oa arouez ar roue saoz Gwilherm III, a oa protestant hag eus an tiegezh Orange-Nassau, hag en doa trec’het ar Gatoliked en emgann ar Bóinn. Dre vras ez eo arouez ar Brotestanted a oa bet o hendadoù o sevel a-du gantañ. Al liv gwenn e-kreiz a arouez ar peoc'h etrezo. Ar banniel-se a fell dezhañ bezañ arouez unaniezh an div gumuniezh vras en Iwerzhon ; savet eo bet war skouer hini ar Republik Gall, a oa ur skouer evit republikaned Iwerzhon.

    Istor kemmañ

    Kroget e voe d’ober gant an triliv er bloavezhioù 1830, evit lidañ trec’h Dispac'h 1830 e Bro-C’hall. Al liv gwer hag al liv orañjez a oa anavezet, pep hini diouzh e du, abaoe ur pennad mat.

     
    Banniel kozh ar vroadelourien a denne da hemañ, hini proviñs Laighin. Graet e vez gantañ c'hoazh da vanniel staon gant Morlu Iwerzhon.
     
    Banniel Urzh Orañjez.

    Ur banniel gwer gant un delenn en e greiz a oa arouez broadelourien Iwerzhon, abaoe ar XVIIvet kantved. E dibenn an XVIIIvet kantved e oa deuet da vezañ banniel ar republikaned a oa bodet er strollad United Irishmen. Urzh Orañjez, ar strollad a vode Protestanted, e biz an enezenn dreist-holl, e koun ar roue Gwilherm III a oa bet trec’h war emsavidi gatolik Iwerzhon e 1690. En XIXvet kantved e teuas ar soñj tamm-ha-tamm gant republikaned Iwerzhon e oa dav unaniñ an div gumuniezh-se, evit sevel ur stad iwerzhonat dizalc’h.

    Ar skouer gentañ a anavezer eus implij an tri liv evel arouez broadelour a oa e miz Gwengolo 1830, pa voe gwelet kokardennoù el livioù-se gwisket gant tud a felle dezho lidañ Dispac'h 1830 e Bro-C’hall. Ar banniel, evel m’en anavezomp bremañ, a voe krouet e 1848 gant Thomas Francis Meagher eus an emsav Iwerzhon Yaouank[1]. E 1916 e voe dispaket bannieloù evel-se e-pad Emsavadeg Pask, evit aroueziañ ar Republik nevez. Degemeret e oa bet an triliv da vanniel ofisiel gant Stad Dieub Iwerzhon, pa oa bet savet houmañ e 1922. Ha kadarnaet e oa bet an dibab-se e bonreizh miz Kerzu 1937 ha, goude-se, pa zeuas Iwerzhon da vezañ ur republik e 1949.

    Ar banniel triliv-se zo, evit broadelourien Hanternoz Iwerzhon, arouez enez Iwerzhon en he fezh, hag implijet e vez ganto evel-se. Goude savidigezh Hanternoz Iwerzhon e 1922, ne oa nemet an Union Jack, banniel ar Rouantelezh Unanet, a oa ofisiel eno, hag ivez an Ulster Banner, banniel Gouarnamant Norzhiwerzhon etre 1953 ha 1972. Ha berzet eo bet an implij eus an triliv gant al lezenn e-pad meur a vloaz.

    Bannieloù kar kemmañ

    • Banniel Aod an Olifant en deus livioù heñvel, met en urzh kontrol.
    • Banniel India en defe ar memes livioù abalamour ma oa bet Iwerzhon o stourm ouzh Impalaeriezh Breizh-Veur, ar pezh a glaske ober broadelourien India ivez.
    • an Douar-Nevez en deus ur banniel kar dre e stumm ha dre e dalvoudegezh ouzh hini Iwerzhon (war-bouez al liv roz e-lec'h al liv orañjez).

    Levrlennadur kemmañ

    • Seamus O'Brogain: The Wolfhound Guide to the Irish Harp Emblem, 1998
    • G. A. Hayes-McCoy: A History of Irish Flags from the earliest times, 1979
    • Ewan Morris: Our Own Devices: National Symbols and Political Conflict in Twentieth-Century Ireland, 2005

    Notennoù kemmañ

    Liammoù diavaez kemmañ


     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.